Caer Ceri
Neuz
| Caer Ceri Rouantelezh Caer Ceri | ||||
| ||||
| Kêr-benn | Dianav | |||
| Yezh(où) | Kembraeg | |||
| Gouarnamant | Monarkiezh | |||
| Istor | ||||
| - Disrannet eo Caer Gloui | 550 | |||
| - aloubet gant Wessex | 577 | |||
Caer Ceri zo anv ur rouantelezh vrezhon lec’hiet war-dro ar gêr a zo Cirencester hec'h anv hiziv (ha Corinum e mare ar Romaned). N’ouzer ket penaos e oa anvet gant hec’h annezidi.
Krouet e voe rouantelezh Caer Ceri war-dro 550. Un darn eus ur rouantelezh unvanet kreizennet en-dro da Gaer Gloui e oa a-raok. Distrujet e voe rouantelezh Caer Ceri e 577 gant Saozon Wessex da-heul emgann Deorham hag he roue diwezhañ Cyndyddan (an hini nemetañ a anavezer e anv) a voe lazhet eno. Ar Hwicceed a stagas ar vro ouzh o rouantelezh.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia