Hwicce
Hwicce Rouantelezh ar Hwicce | ||||
| ||||
Tachen ar Hwicce | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Hen Saozneg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouet goude aloudabeg ar rannvro gant an Angled | VIIvet kantved | |||
- staget ouzh Mercia | 780 |
Hwicce a oa rouantelezh ur meuriad angl-ha-saoz a glote he zachenn gant hini Eskopti Worcester. En o dalc'h e vije bet kontelezh Worcestershire (nemet an hanternoz anezhi), Gloucestershire (war-bouez Koadeg Dean), mervent Warwickshire ha rannvro Bath[1].
Un truaj a 7.000 hid a baee, hervez an Tribal Hidage.
Anv Hwicce a lenner en lec'hanvioù evel Wychwood en Oxfordshire, Whichford e Warwickshire, Wichenford ha Wychbury Hill e Worcestershire ha bann Wychavon e Worcestershire.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzh tachenn meuriad predenek kozh an Dobunni e klot rouantelezh ar Hwicce.[2] Brezhon e oa bet chomet ar rannvro er c'hantved kentañ goude disparti ar Romaned war a seblant hag-eñ e tiskouez bezioù pagan hag añvioù-lec'h o-doa en em staliet Angled er rannvro dija[3]
Hervez ar C'hronik Angl-ha-Saozon e c'hounezas Ceawlin eus Wessex un emgann e 577 a-enep tri roue brezhon e Dyrham. Aloubet en-defe Gloucester, Cirencester ha Bath. Digant Wessex e skrapas an Angled ar rannvro e 628.Ouzh Penda eus Mercia eñ-defe stourmet Wessex daoust ma ne lar ket ar C'hronik piv eñ-doa gounezet eo gwirheñvel e oa Penda. Gant pennoù arall e oa kevreet, war a seblant, avat, rak ne voe ket staget ouzh Mercia bro gozh an Dobunni. Da rouantelezh waz ar Hwicce ez eas.
Daou vreur e oa moarvat ar rouaned gentañ a anavezer o añv : Eanhere hag Eanfrith. Hervez Bede e oa bet badezet ar rouanez Eafe "en he bro dezhi hec'h unan, rouantelezh ar Hwicce. Merc'h Eanfrith, breur Eanhere e oa. Kristian e oant o-taou, evel o fobl "[4]. An dra-mañ a zamveneg e perc'henne Eanfrith hag Eanhere ar familh roueel hag e oant kristien.
Gant an iliz vrezhon kentoc'h eget gant misio Gregorius III e oa bet gounzet ar Hwicce d'ar feiz gristian moarvat rak netra a lar Bede diwar an dra-se[2] Daoust ma'z eo niverus ar bezioù sakson er vro neus nemet nebeut bezioù pagan ha treuzvevet he-deus an iliz vrezhon ouzh an aloudabeg moarvat. Enni e voent embarzhiet an Angled war a seblant ha n'eo ket dibosubl e oa mesket orin ar familh roueel.
Gant Osthryth, merc'h Oswiu eus Northumbria e oa dimezet Eanhere war a seblant ha mibien he-deus Osric, Oswald ha Oshere[5] Arnodin a reas Osric da gaout un eskop S51 met dindan ren Oshere hepken e voe krouet Eskopti Worcester e 679–80[6] Hervez ur c'hronik ar XIIvet kantved e voe choazet Worcester peogwir e oa kêrbenn ar Hwicce[7].
Goude Oshere e renas e vibien Æthelheard, Æthelweard ha Æthelric. E deroù ren Offa e rene tri breur ar rouantelezh : Eanberht, Uhtred ha Aldred. Goudezo e voe dilezet an titl a roue, war a seblant. Evel un earl hepken eo livet o erlec'hiad Æthelmund a oa bet lazhet en ur brezel gant Wessex
Rouaned ar Hwicce
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Listenn roueel ebet a liv tiernelezh ar Hwicce. Gallout a reer anavezout añv a-drugarez un niver ag andonoù[8]
Añv | Amzeriad | Notennoù |
---|---|---|
628 | Rouantelezh gounezet gant Penda eus Mercia. | |
Eanhere | VIIvet kantved | |
Eanfrith | VIIvet kantved | Breur Eanhere. |
Osric | oberiant 670 | |
Oshere | oberiant 690 | Breur Osric. marvet kent 716. |
Æthelheard | oberiant 709 | mab Oshere |
Æthelweard | oberiant 709 | mab Oshere. |
Æthelric | oberiant 736 | Son of Oshere. |
Eanberht | oberiant 750 | |
Uhtred | oberiant 750 - 779 | |
Ealdred | oberiant 750s - 778 | |
780s | D'ur broviñs Mercia eo aet ar Rouantelezh |
Ealdormen an Hwicce
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Añv | Amzeriad | Notenn |
---|---|---|
Æthelmund | c. 796-802 | Lazhet en un emgann e 802[9]. |
?Æthelric | fl. 804|.[1] | |
Leofwine | d.c.1023 | Tad Leofric, Earl eus Mercia |
Odda | d.1056 |
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Della Hooke, The Kingdom of the Hwicce (1985), pp.12-13
- ↑ 2,0 ha2,1 J. Manco, Saxon Bath: The Legacy of Rome and the Saxon Rebirth, Bath History, vol. 7 (1998).
- ↑ D.Hooke, The Anglo-Saxon Landscape: The Kingdom of the Hwicce (Manchester, 1985), pp.8–10; Sims-Williams, 'St Wilfred and two charters dated AD 676 and 680', Journal of Ecclesiastical History, Vol. 39, part 2 (1988), p.169.
- ↑ Bede, The Ecclesiastical History of the English People ed. J.McClure and R.Collins (Oxford, 1994), p.193.
- ↑ John Leland, Collectanea, vol. 1, p. 240.
- ↑ Bede, The Eccesiastical History of the English People, ed. J. McClure and R. Collins (1994), p. 212; Chronicle of John of Worcester ed. and trans. R.R. Darlington, J. Bray and P. McGurk (Oxford 1995), 136–8.
- ↑ "The Chronicle of Florence of Worcester" in The Church Historians of England ed. and trans. J. Stevenson, vol. 2, p.379.
- ↑ The Blackwell Encyclopedia of Anglo-Saxon England, ed. M. Lapidge (Blackwell 1999), 507.
- ↑ Anglo-Saxon Chronicle.