Aberfala

Eus Wikipedia
Aberfal
Aberfal-e-Kernev-Veur.png
Melestradurezh
Broad Kernev-Veur
Lec'hienn ofisiel Ti-Kêr Aberfal
Douaroniezh
Gorread 7,67 km2
Poblañs (2011) 21 797 annezad
Tudegezh 2841 ann./ km2
Dilennadegoù
Maer John Body
Pastell dilennel da Di ar C'humunioù Aberfala ha Kombronn
Pastelloù dilennel da Guzul Kernev-Veur
Pastelloù dilennel da Guzul-kêr Aberfala
Pellgehenterezh
Boneg post TR 11
Kêr-dave post Aberfala
Boneg pellgomz 01326
Iliz Sant Oll en Aberfala
Kastell Penndennis

Aberfala (LFE: [abɛr'fa:la], saozneg: Falmouth) a zo ur gêr e Kernev-Veur. E 2011 e oa 21 797 a dud o chom eno. Anv hengounel ar gêr eo Pen-y-cwm-cuic (kerneveureg modern: Penn an Komm Kwykk, da lâret eo "Penn an ouf"). Treuzkomprenet eo bet gant saoznegerien evel "Penny come quick!" ("Gwenneg, deus buan!").

Gevellet eo gant Douarnenez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz parez Aberfala, e Church Street, gouestlet da "Karlez ar roue Martir"

Istor abred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aberfala eo ar lec'h ma savas Herri VIII Kastell Penndennis evit difenn Carrick Roads, e 1540. Ar ger vrasañ er c'hornad a oa Pennrynn betek ar mare-se. An Aotrou John Killigrew a grouas kêr Aberfala (Falmouth e saozneg) nebeut amzer ár-lerc'h e 1613[1].

E fin ar XVIvet kantved e oa kreñvaet kastell Penndennis get mogerioú kostezet, rak gourdrouz Armada Spagn. E pad ar brezel-diabarzh Civil War, Kastell Penndennis a oa unan ag ar c'hastelloú diwezhañ é stourmiñ a-enep da lu parlamant Bro-Saoz[2].

Ar-lerc'h ar brezel diabarzh e resevas an Aotrou Peter Killigrew un aotree roueel ár-lerc'h bout bet roet douar evit sevel iliz Iliz ar Roue Charlez ar Merzher, gouestlet da Charlez Iañ, "ar Martir"[3].

19vet ha 20vet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ekonomiezh, armerzh ha touristelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Falmouth 1837. Old Towns of England. Kavet : 2007-05-25.
  2. "Castle recreates Civil War strife", BBC News (2006-08-19). Retrieved on 2010-12-10. 
  3. Guide to the Parish Church (No date, after 1997)