Rostorrmoel

Eus Wikipedia

Skoed-ardamez

Lec'hiadur e Kernev-Veur

Rostorrmoel ([rɔz'tɔr:mol], Restormel e saozneg) a oa ur bastell-vro e Kernev-Veur, Austol e oa he c'hêr-benn.
Tewynn Pleustri, Fowydh, Lanndreth ha Plew Golom e oa kêrioù pennañ an distrig.

E 2005 e oa 100 300 a dud o vevañ eno war ur gorrad 451,83 km².

D'ar 1añ a viz Ebrel 1974 e voe krouet pastell-vro Rostorrmoel ; dik 35 bloaz diwezhatoc'h, d'ar 1añ a viz Ebrel 2009, e voe kendeuzet, evel Distrigoù all Kernev-Veur, gant ar C'huzul-Kontelezh da sevel Kuzul Kernev-Veur hiviziken.