Tintagel
Tintagel zo ur gêriadenn war aod gwalarn kontelezh Kerne-Veur, 1 782 annezad enni hervez niveridigezh 2011.
Trevena, eus ar c’herneveureg Tre war Venydh, e oa he anv betek 1850.
Savadur livusañ ar gêriadenn eo an ti-post kozh, un ti eus ar XIVvet kantved bet lakaet da di-post en XIXvet kantved hag a zo bremañ d’an National Trust, un aozadur prevez evit gwareziñ ar glad.
E-kichen ar gêriadenn, war bord an aod, ez eus dismantroù anvet « kastell ar roue Arzhur ». E-pad ar c'hwerc'hved kandved e oa tintagel ur gêr anavezet evit e kenwerzh. E bigi kenwerzh a zae betek kêr "Constantinople".
Mojenn arzhuriek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E mojenn Arzhur, hervez Historia Regum Britanniae Jafrez Menoe, ec'h eo Tintagel al lec’h ma voe engehentet ar roue Arzhur. Evit gwir e kaver, war arvor ar gêriadenn, dismantroù hag a sav marteze d’ar Vvet kantved, anvet King Arthur's Castle.
Furchadegoù graet er bloavezhioù 1930 gant Ralegh Radford a ziskouezas e oa ur manati keltiek hag ur c’hontouer marc’hadourezh eus ar Vvet hag ar VIvet kantved tro-dro d’ur c’hastell eus an XIIvet kantved. Soñjal a reer e oa al lec’h ur greizenn eskemm pouezus gant ar bed kreizdouarel rik goude diskar an Impalaeriezh roman.
Gant furchadegoù nevesoc’h e voe dizoloet “Maen Artognou” e 1998[1].
Trowardroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mein-glas eus an Devonian a ya d'ober arvor tolead Tintagel. Un daou gilometr bennak er su da Dintagel, war-du Treknow, mein-glas an aod a oa bet implijet stank evit aozañ toennoù tiez peogwir e talc'h mat an dafar-se ouzh an uz. Mein-glas rannoùigoù kouevr zo e traezh an aod ivez, ar pezh a ro ul liv glas-turkez d'ar mor pa vez tomm an amzer.
Arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meneget eo Tintagel gant Alfred Lord Tennyson en e varzhoneg Idylls of the King ("Karantezigoù ar Roue").
- Tintagel eo titl ur varzhoneg orkestrel aozet gant Sir Arnold Bax.