Ilizioù protestant e Breizh-Veur kevezer ouzh an Iliz anglikan

Eus Wikipedia

Daoust da gelennadurezh an Iliz anglikan bezañ bet levezonet gant ar galvinouriezh da vare ren Edouarzh VI (1547-1553) e chomas, ur wezh an Iliz anglikan adsavet gant Elesbed Iañ (ren : 1558-1603) goude ren katolik Mari Tudur (1553-1558), hec'h aozadur hag he liderezh heñvel ouzh hini an Iliz katolik.

Diwar neuze eta e krogas ar brotestanted saoz da enebiñ ouzh an Iliz anglikan. Gant ar galvinouriezh e voe awenet al lodenn vrasañ anezho. Dre ma vennent ul liderezh eeunoc’h ha dreist-holl glanoc’h (pure e saozneg) e voent anvet puritaned hag o luskad ar buritanelezh. Anvet e voent ivez, diwezhatoc’h dreist-holl, presbiteriz. Luskadoù protestant all a eskoras en o c’hichen, evel ar vreuriezhouriezh, displeget evit ar wezh kentañ e 1582 gant Robert Browne, pe c’hoazh ar vadezouriezh, degouezhet e Londrez e 1612, 3 bloaz goude krouidigezh ar gumuniezh vadezour kentañ e Amsterdam gant ar Saoz harluet John Smyth.

E-pad ren Charlez I hag en Dispac’h saoz kentañ (1625-1649) ez enebas ar buritaned, a-du gant an daelidi, ouzh ar rouelourion anglikan. Trec’h Oliver Cromwell a verkas ivez hini ar buritaned bellour etre 1648 ha 1660. Daoust d’an Iliz anglikan bezañ adsavet gant Charlez II (ren: 1660-1685) e voe hemañ gougemerus da geñver ar brotestanted chomet er-maez an Iliz anglikan (presbiteriz, warlec’hidi ar buritaned; ar vreuriezhourion; ar vadezourion; ar grenerien, krouet d’ar mare-se gant George Fox…), anvet a-stroll hivizen dindan an termen digemplegourion (nonconformists); pa verkas Jakez re a gengarantez evit ar gatoligiezh hag evit roue Frañs Loeiz XIV e voe an digemplegourion e-touez e enebourion daerañ, pezh a zisoc’has war Eil Dispac’h Bro-Saoz (1688). Gant Skrid Gougemerusted 1689 e voe aotreet ar brotestanted, anvet hiviziken disrannidi (disenters), da bleustriñ didrabas o relijion. Chom a raent dispellaet diouzh ar geodedelezh leun ha diouzh pep gwir politikel avat.

E-pad an XVIIIvet kantved ez eskoras ul luskad nevez, an hentennouriezh, savet gant John Wesley, a reas berzh betek an XIXvet kantved, e Kembre pergen, e-lec’h ma levezonas don an Emsav broadel. Ul levezon vras he deus bet an hentennouriezh war ar strollad whig ha war e warlec’hiad, ar Strollad Frankizour da c’houde, pa oa ar strollad tory, hag e warlec’hiad ar Strollad mirour da c’houde stag ouzh an Iliz anglikan.

E 1828 o deus gounezet an disrannidi gounezet o rezidigezh, eleze in deuet da vezañ keodidi leun.