Mont d’an endalc’had

Diodoros Sikilia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Diodorus Siculus)
Bibliotheca historica, 1746

Diodoros Sikilia (Διόδωρος, Diódôros e henc'hresianeg, pe Διόδωρος Σικελιώτης) pe Diodorus Siculus hervez al latin, a oa un istorour hag un danevellour hellazat (pe gresian) eus ar I kantved kent J.K., ganet war-dro -90 en Agyrium e Sikilia, ha marvet war-dro -30[1]. Skrivet en deus ul levr anvet Biblioteka historica, pe Levraoueg istorel

Bevañ a rae Diodoros en amzer Julius Caesar hag Augustus. Goude beajoù en Europa, en Azia, hag en Henegipt ez eas da chom da Roma.


Savet en deus un oberenn a dalvoudegezh. Emañ e-touez ar re o deus degaset ar muiañ a ditouroù diwar-benn Henegipt, Henc'hres ha Henroma. Labourat a reas e-pad 30 vloaz da sevel e Levraoueg istorel, a zanevell ouzhpenn mil bloaz istor, adalek amzer an henvojennoù betek mare Julius Caesar.


En henc'hresianeg eo bet skrivet e oberenn, 40 levrenn a oa anezhi, met ne chom ken 15 hiziv an deiz. Ar c'hentañ eo o klask sevel un istor eus ar bed anavezet.


A-wezhioù e vez lakaet war e gont roll Seizh Marzh ar Bed abalamour d'an deskrivadur pizh a ra eus liorzhoù a-istribilh Babilon en eil levrenn e oberenn.

  1. N'eo ket peurasur an deiziadoù.
  • C. A. Volquardsen : Untersusgungen über die Quellen der griechischen und sicilischen Geschichten bei Diodor, Buch XV-XVI. Kiel. 1868
  • Claude Vial : Diodore de Sicile. Bibliothèque historique. Livre XV. Belles Lettres. 1977
  • Gerhard Wirth und Wilhelm Gessel (Hgg): Diodoros Griechische Weltgeschichte. Bibliothek der griechischen Literatur, Bde. 34-37, Stuttgart 1993.
  • F. Chamoux ha P. Bertrac, Notice, Bibliothèque historique, I.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ