Britannia Superior

Eus Wikipedia

Britannia Superior a oa ur rann eus proviñs Britannia savet war-dro 214 gant an impalaer Caracalla, mab da Septimius Severus. Edo e kreisteiz ar pezh zo bremañ Bro-Saoz, en-dro da gêr Londinium (Londrez bremañ), hag ul lejion a oa annezet er gêr-se, kêr-benn ar broviñs[1]. Padout a reas ar broviñs-se, gant he harzoù, betek ma voe adaozet an impalaeriezh gant Diokletian e 296.

Talvezout a rae an anv Britannia Superior da verkañ e oa tostoc'h diouzh Roma, kêr-benn an Impalaeriezh, eget Britannia Inferior, a oa e hanternoz Bro-Saoz, en-dro da Eburacum (York).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The Cambridge Ancient History, Volume XII, London: Cambridge University Press, 1970: p.706