Mont d’an endalc’had

Inizi Orc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Orkney)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Lec'hiadur Inizi Orc'h e Bro-Skos
Banniel Inizi Orc'h

Inizi Orc'h (Arcaibh e gouezeleg Skos hag Orkney e saozneg) zo un enezeg e Mor an Hanternoz, an hini dostañ da hanternoz douar-bras Bro-Skos, e Breizh-Veur. Un 70 enezenn zo anezho gant 20 000 annezad bennak. Met n'eus tud o chom nemet en un tregont bennak, ha dreist-holl en hini vrasañ, Mainland, e kêrioù Kirkwall ("Baile na h-Eaglaise" e gouezeleg) ha Stromness ("Srom Nis" e gouezeleg). Ur gontelezh e oa, un “takad enezek” etre 1975 ha 1996, ha hiziv eo unan eus rannoù melestradurel diazez Skos.

Sede anvioù an inizi pennañ :

Ur gorread a 975 km² a zo d'an enezeg a-bezh.

"Den kozh" Hoigh

Ar c'hrag eo danvez pennañ an inizi nemet tammoù greunit ha gneiss a zo ivez.

Ar gloan tennet eus an deñved a zo bet unan eus pinvidigezhioù an inizi hag al lin ivez. Hiziv e vev meur a annezad diwar ekonomiezh an eoul-maen p'eo porzh Flotta al lec'h ma'z erru an eoul-maen diouzh ar puñsoù a gaver e Mor an Hanternoz.
Srom Nis (Stromness) eo ar porzh ma'z eus listri-treizh evit ober al liamm gant an douar-bras.

Highland Park eo anv ar wiski graet er vro.

Un enezeg all, dizoloet er XVIIvet kantved, a zo bet roet dezhi un anv a ra dave da Inizi Orc'h : Inizi Orc'h ar Su e mervent ar Meurvor Atlantel.