Siorrachd Obar Dheathain

Eus Wikipedia
Siorrachd Obar Dheathain e Bro-Skos

Kuzul Siorrachd Obar Dheathain (Comhairle Shiorrachd Obar Dheathain e gouezeleg; Aberdeenshire e saozneg) a zo unan eus an 32 "dakad-kuzul" pe "kuzulva" a zo e Bro-Skos. N'emañ ket kêr Obar Dheathain e-barzh, hag ur c'huzul en he fart he deus (Kuzul Kêr Obar Dheathain), daoust da se eo staliet sez ar c'huzul er gêr-se, ar pezh a ra d'ar c'huzulva-mañ bezañ an hini nemetañ e Bro-Skos gant e bennlec'h er-maez eus e zalc'h.