Mont d’an endalc’had

Deceangli

Eus Wikipedia
Kembre da vare aloubadeg ar Romaned.

An Deceangli pe Deceangi a oa ur bobl vrezhon en Enez Vreizh a-raok aloubadeg ar Romaned.

N'ouzer ket gwall vat pegen bras e oa o douaroù, met gouzout a ouzer en em lede o galloud war ur vro zo aet goude d'ober kontelezhioù Sir y Fflint ha Sir Ddinbych, e biz Kembre a vremañ, ha moarvat muioc'h c'hoazh trema'r c'hornôg.

Dont a reas armeoù roman Publius Ostorius Scapula d'ober brezel d'an Deceangli war-dro 48. Plegañ a rejont hep stourm nemeur, e-skoaz ar Silures hag an Ordovices a veze dalc'hmat oc'h en em sevel. N'anavezer kêr roman ebet en o bro, nemet moarvat e oa Canovium (Caerhun) enni.

Chomet eo ar ger "Deceangli" en anv-lec'h "Tegeingl".

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]