Mont d’an endalc’had

Caereni

Eus Wikipedia
Pobloù hanternoz Enez Vreizh

Caereni a oa ur bobl keltiek eus penn gwalarnañ Kaledonia, hiriv e Bro-Skos, e kontelezh Sutherland.

E penn pellañ hanternoz Bro-Skos en em gave ar Gaereni, etre Cornovii er reter ha Carnonacae er c'hornôg, Smertae er c'hreisteiz, ha war aod ar strizh-mor anvet The Minch.

Tarvedum promontarium, deuet da vout Cape Wrath e saozneg, e oa anv ar beg-douar ma vevent.

  • Ptol. II, 3, 9 : CAERENI, CAERINI, CARENI
  • Ravenna, 1082 : CERMA; 10811 : CERMIUM

Evit Rivert & Smith : saverien deñved.

Mes ret eo teurel pled ez eus gant ar pobloù a oa o vevañ war ribl ar Minch, anvioù gant K.R.N enno : Cornavii; Caereni; Carnonacae; Creones.

Levrioù ha studiadennoù talvoudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Southampton. 1956
  • A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982