Mont d’an endalc’had

Cornovii ar Midlands

Eus Wikipedia
  • Pobloù brezhon all a oa anvet Cornovii ivez.
Bro Cornovii ar Midlands
Bro Cornovii kreiz Enez Vreizh

Cornovii zo anv ur bobl vrezhon en Enez Vreizh er reter da Gembre. Ganto eo e voe savet rouantelezh Powys.

O douaroù a oa neuze er vro a zo aet d'ober kontelezhioù saoz Cheshire, Shropshire, hanternoz kontelezhioù Staffordshire ha Herefordshire, ha reter kontelezh Powys e Kembre.

Rivet & Smith.

  • Ptol. II, 3, II : CORNAVII / CORNABII
  • Enskrivadurioù :
  • Rib 288 : war dro 129-30 : CIVITAS CORNOV(IORUM)
  • Rib 639 (maen bez) : C(IVIS) CORNOVIA
  • Ravenna 10640 : UTRICONION CORNOVIORUM / CORNONIORUM
  • ND XL34 : Tribunus cohortis primae CORNOVIORUM, Ponte Aeli

A-raok amzer ar Romaned e oa o c'hêr-benn war un duchenn anvet bremañ The Wrekin. Daou anv kêrioù zo roet gant Klaudios Ptolemaios, douaroniour meur an IIvet kantved:

  • Deva Victrix (Chester), (diwall : Victrix a zeu diouzh anv Legio XX Valeria Victrix, staliet en ur c'hamp bet savet gant ar Romaned war genoù ar ster Deva >Dee)
  • Viroconium Cornoviorum (Wroxeter), a zeuas da vout o c'hêrbenn en amzer ar Romaned.