Mont d’an endalc’had

Creones

Eus Wikipedia
Pobloù hanternoz Enez Vreizh

Creones a oa anv ur bobl keltiek eus hanternoz Enez Vreizh, etre an Epidii er c'hreizteiz hag ar g-Carnonacae en hanternoz. N'int anavezet nemet diwar ar meneg a ra an douaroniour Klaudios Ptolemaios anezho[1]. Diouzh a skrivas e oant o chom en arvor kornaoueg Bro-Skos, er c'hreisteiz da enez Sitis (Sgitheanach/Skye) hag en hanternoz da enez Muile.

Meur a stumm a anavezer eus o anv :

  • Ptol. II, 3, 8 : Creones / Cerones
  • Ravenna 10756 : Credigone

Hervez Rivet & Smith e vefe savet an anv-se diwar ar wrizienn K-R-N, hag a gaver ivez en anvioù Caereni, Carnonacae, Cornovii, Corinium... N'anavezer ket talvoudegezh an anv avat[2].

  1. Ptol. II, 3, 8 : Creones / Cerones
  2. A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982