Polybios
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c3/Disambiguation.svg/20px-Disambiguation.svg.png)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/21/Puzzle_stub_cropped.png/36px-Puzzle_stub_cropped.png)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/d/d4/Abr%C3%A9g%C3%A9_des_Commentaires_de_M._de_Folard_sur_l%27histoire_de_Polybe.jpg)
Polybios (war-dro 200-118 kent J.-K.), Πολύβιος en henc'hresianeg, a oa un istorour eus ar prantad hellenadek brudet gant e oberenn, An istorioù, a zanevell ar prantad etre 220 ha 146 kent J.-K. dre ar munud.
Kontañ a ra an oberour penaos e voe savet ar Republik roman ha penaos e teuas, tamm-ha-tamm, da lakaat he c'hrog war Hellaz.
Brudet eo mennozhioù Polybios diwar-benn rannañ ar galloudoù er gouarnamant, adkemeret goude gant Montesquieu en e oberenn Spered al Lezennoù, hag e Bonreizh SUA.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Megalopolis, en Arkadia, war-dro 200 kent JK. Mab e oa da Lycortas, ur politikour hellazat a oa e penn an arme war varc'h e Kevre Ac'haia. Dre ma oa savet e dad a-enep galloud nevez Roma e Makedonia e voe kaset d'ar vac'h. Ha Polibios da Roma, ma voe lakaet gant Lucius Aemilius Paulus da gelenn e zaou vab.