Breuni
Neuz
Ar Breuni a oa ur bobl en Alpoù er Iañ kantved kent JK. Hervez an istorour Strabon (63/64 kent JK. – 24 goude JK) e oant e-touez ar pobloù ilirek.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amezeien e oant d'ar Genauni.
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar c'hentañ skrivagner a veneg anezhe e oa Strabo[1]. Soñjal a rae dezhañ ez int a orin illirian, evel ma ra Appian diwezhatoc'h[2], a sell ouzh holl bobloù an Alpoù hag an Danav evel Illirianed.
- Ar Vendelici, avat, zo tostaet dezhe gant ar pep brasañ eus ar skrivagnerien latin (Horatius, Florus) ha Ptolemaios, zo Kelted anezhe.
- Ar Pseudo-Akron, displeger Horatius[3], a ra Galianed anezhe : Genauni et Breuni, gentes Gallorum.
Dont a ra anv Ode ar Brenner eus hini ar bobl-se moarvat.
Monumant Turbia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, en enor d'an impalaer Augustus, ma'z eo bet merket anvioù ar pobloù trec'het gantañ. Reted marteze e oa ar Venosted, evel o amezeien, Kelted marteze ivez rak ar wrizienn *bre- a gaver en o anv evel en hini un toullad pobloù all, Kelted peuvuiañ, hogen Germaned pe Slaved ivez.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|