Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kannadig ar verourien

Eus Wikipedia

Gant ar soñj lakaat ar gumuniezh da gompren ha da heuliañ gwelloc'h labour ar verourien eo bet krouet ar c'hannadig-mañ. Drezañ e c'hallo ar verourien reiñ keloù eus o labour p'o do c'hoant. Gallout a raint reiñ displegadurioù ha displegañ o c'hudennoù pe o zaolioù imor ivez. M'hoc'h eus kudenn pe gudenn pe c'hoant gouzout tra pe dra ent resis, trugarez da implijout pajenn gaozeal ar c'hannadig-mañ.

Dielloù:

Kenurzhiañ

@VIGNERON: @Lekemok: C’hoant ho peus kemer pezh pe bezh eus al labour? Ober war-dro ar pajennoù da ziverkañ, pe n’ouzon ket petra all? Huñvreüs (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 18:12 (UTC)

@Huñvreüs ha Lekemok: anavezout a ran an etrefas evit ar verourien dija, gallout a ran sikour met marteze e vefe gwelloc'h mard oc'h klask da gentañ. Amañ emaon ma zo goulennoù pe evezhiadennoù ;) A galon, VIGNERON (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 18:25 (UTC)
Ma, da zi-gentañ e rin un tamm-tro, d'ober anaoudegezh gant tout an ostilhoù nevez. Lavaret 'moa 'mije graet war-dro ar pajennoù a oa bet votet pajennoù mat hag all. Ur mennozh mat eo ar bajenn-se da eskemm keloù ha soñjoù. Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2022 da 19:51 (UTC)

Diverkañ adkasoù davet rummadoù pe chom hep ober

Hervez a gomprenan: dre vras, derc’hel un adkas davet ur pennad ne ra ket poan, neuze e tlefent bezañ dalc’het peurliesañ. Evel-just eo ret diverkañ an adkasoù a-enep d’ar reolennoù (nann-neptu, kunujennus…). En esaouennoù anv all e c’hell bezañ disheñvel an traoù, d’am soñj. Er wiki saoznek e vez diverket an adkasoù davet rummadoù, war-bouez un nebeut anezho displeget er bajenn-mañ. Gallout a rafemp ober gant ar reolennoù-se evit poent ha gwelout en un ober hag-eñ hon eus ezhomm cheñch anezho evit hor wiki. A-du oc’h? Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 07:18 (UTC)

A-du war ar priñsip, nemet e ranker bezañ asur da cheñch ar rummadoù e traoñ ar pennadoù. Ur bot a c'hellje sikour, met n'on ket barrek war an ostilhoù-se. Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 11:35 (UTC)
Da zerc’hel e soñj: n’eo ket adkasoù ordinal e vez graet ganto met adkasoù «soft», ur pezh n’eo ket anezhañ er wiki-mañ evit poent. Gallout a rafe bezañ mat evit rummadoù evel X Bro-C’hall / X Frañs, da skouer. Huñvreüs (kaozeal) 14 Ebr 2022 da 14:22 (UTC)

Adkasoù ha kemmadurioù

A-wechoù e vez krouet adkasoù evel Wengamp pe Golombia, a laka aesoc’h ober ul liamm davet Gwengamp pe Kolombia. Diezhomm int ha kompren a ran ar c’hoant diverkañ anezho, met «digoust» int ivez, ha ne gemeront ket plas ur pennad all. Petra a soñj deoc’h? Derc’hel pe diverkañ? Huñvreüs (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:39 (UTC)

Me gav din eo talvoudus-kenañ an adkasoù-se, aesoc'h evit an nen skrivañ da [[Wengamp]] eget da [[Gwengamp|Wengamp]]. Lekemok (kaozeal) 22 Ebr 2022 da 09:43 (UTC)

Gallout a reer farsal, met din e vefe plas ar pennadoù-se en asaouenn anv Wikipedia ha n’eo ket en hini pennañ, da skouer: Wikipedia:Fent/Robinhoudeg. A-du oc’h evit dilec’hiañ? Ha dibrennañ Kaozeal:Robinhoudeg, kement hag ober? Huñvreüs (kaozeal) 23 Ebr 2022 da 21:54 (UTC)

Disoñjet am boa hen ober, graet eo. Huñvreüs (kaozeal) 30 Her 2022 da 19:12 (UTC)

Ezmerourien hag ezburevidi

Krouet am eus patromoù evito ha lakaet am eus anezho e lec’h ar patromoù Implijer Merour / Bureviad en o fajennoù implijer evit sklaeraat an traoù. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 13:54 (UTC)respont

Gwagenn Omikron

Evit poent n’eo ket bet noazus, neuze n’am eus ket diverket an degasadennoù (grit m’ho peus c’hoant), met din eo sklaer e tiverkin pep tra kentañ ma welin ur gunujenn pe un emzalc’h tagus. Gallout a ra ar sil 5 bezañ gweredekaet ma ’z eus ezhomm. Huñvreüs (kaozeal) 9 Gou 2023 da 09:06 (UTC)

IPoù distanket

Kavet am eus 220 chomlec’h IP stanket da viken abaoe pell zo (2006-2010). Dierbedet eo stankañ un IP da viken rak berrbad int alies, gallout a ra un IP bezañ implijet gant un den un deiz hag unan all diwezhatoc’h. Neuze e tistankan an holl (gant sikour ur programmig 🐍, evel-just). Pa vez kudennus-tre oberoù un IP e c’haller stankañ anezhañ evit 2 vloaz, da skouer. Evit proksioù digor pe neudennoù ermaez Tor e c’haller ivez goulenn ouzh ar stewarded stankañ anezho en un doare hollek. Huñvreüs (kaozeal) 16 Meu 2025 da 18:04 (UTC)

Marion Leconte

Goude bezañ lennet degasadennoù diwezhañ Marion Leconte (k・d) e kav din ez eo poent ober ur c’hendiviz. Goude bezañ roet he ali diwar-benn an holl hag er peurrest (daoust ma n’eo ket Wikipedia ur forum) ha lavaret nouspet gwech e oa aet kuit e chom amañ evit lavarout gevier, tamall, gourdrouz, ha dreist-holl, blejal. Stanket eo da viken er wiki gallek evit ar memes abegoù, kalz re amzer am eus tremenet o lenn anezho (sellit, da skouer, ouzh fr:Wikipédia:Bulletin_des_administrateurs/2024/Semaine_33#Marion_Leconte ha fr:Wikipédia:Requête_aux_administrateurs/2024/Semaine_26#Utilisatrice_pr.C3.A9sente_pour_contribuer_sereinement_.3F). Lavaret am eus dezhi dija e c’helle goulenn bezañ stanket: meur a zoare zo d’ober ar goulenn-mañ, hag hervezon emañ he emzalc’h en o zouez. @Kestenn ha VIGNERON: petra a soñj deoc’h? Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2026 da 14:25 (UTC)

Siwazh a-du on, n'eus ket kalz da c’hortoz digant an implijerez-mañ... Ma ne fell ket dezhi kemer perzh, heuliañ ar reolennoù ha c'hoant he deus mont kuit, mat-tre eviti. A galon, VIGNERON (kaozeal) 5 Gen 2026 da 15:37 (UTC)
Evel @VIGNERON emaon a-du, siwazh. Ne gomprenan ket petra emañ an implijerez-mañ o klask amañ. Ouzhpenn implijout Wikipedia evel ur blog da rannañ e fromoù hag e soñjoù e sav gevier, ha daoust d'an implijerien chom doujus outi e embann bezañ gwasket. Ma fell dezhi kuitaat ar raktres e c'hall bezañ stanket, ya. A galon, Kestenn (kaozeal) 5 Gen 2026 da 19:23 (UTC)
Graet Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2026 da 19:45 (UTC)

Stankañ kontoù berrbad da viken

… ne zlefer ket ober. Gant se e vo lakaet ur bouton "3 mizvezh" e lec’h "didermen". Huñvreüs (kaozeal) 16 Mezheven 2026 da 11:46 (UTC)respont