Kaozeal:Unkorneg

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Peogwir e kaver aliesoc'h "unkorneg" er geriadurioù eget "marc'h-kornek" e kav din e vefe gwell lakaat ar ger "unkorneg" da ditl, ha menegiñ an daou c'her er pennad. --Llydawr (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 11:38 (UTC)

Mat-tre. Ha peogwir ne gaver ket roen izel e geriadur ebet, e vo laket Bas-Rhin, peogwir e vez kavet an anv-se, da vihanañ, er geriadurioù.
Gwechall e veze savet geriadurioù gant gerioù kavet er skridoù hag er yezh vev, komzet da gentañ-penn. Hiriv e vefe ret sevel ar wikipedia gant ar gerioù kavet er geriadurioù hepken ? Ne vez ket implijet ar yezh er-maez eus ar geriadurioù? Dre chañs e vez kelennet brezhoneg gant tud ha ne gavont ket o gwalc'h er geriadurioù, hag a gas ar yezh un tamm pelloc'h. Daost ha ret eo leuskel ar wikipedia etre daouarn ar c'heriadurourien (pe ar re a laka o anv war rakpajennadoù ar geriadurioù hag a fell dezho tremen da adc'heriadurourien) ? D'ar mare-se, tudoù, diverkit diouzhtu ar pajennadoù-mañ ha n'emaint e geriadur ebet : https://br.wikipedia.org/wiki/Rummad:Arzoù_korf; https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Rummad:Parafiliezh&action=edit . Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 14:24 (UTC)

Ijinet, pe nann?[kemmañ ar vammenn]

Troidigezh Emil gant Tomi Ungerer, graet gant skolaerien Jules Ferry Landerne (UGB)...: embannet pelec'h? Bianchi-Bihan (kaozeal) 27 C'hwe 2015 da 18:05 (UTC)

Repont ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 09:06 (UTC)
Respont: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=1624087&oldid=1624085. En ur blog: ne glot ket gant reolennoù an daveeennoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 18:37 (UTC)

« En ur blog » ?? Lec'hienn Unvaniezh ar Gelennerion Brezhoneg eo, a glot mat-tre gant reolennoù an daveennoù – adlenn anezho, pe lenn anezho a-raok skrivañ forzh petra. Ha heuilh al liamm a-raok dont da skrivañ forzh petra, ivez, pa'z eo displeget resis an doare da gavout an ger unkorneg en o labour. — 2.13.201.223 1 Meu 2015 da 20:17 (UTC)

Ne lennin ket ur blog. Traoù all am eus da lenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 05:26 (UTC)
  • N'eo ket ur blog. Emaout o nac'hañ degemer un daveenn splann en ur skrid brezhonek. Feiz fall ha dizonestiz. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC)

Reolenn ijinet[kemmañ ar vammenn]

Hervez tud zo, ur ger en deus muioc'h a wirionez ma vez lakaet en un titl : perak skrivaén levrioù, peogwir ne gont nemet an titloù? https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=1624079&oldid=1624078 Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 09:06 (UTC)

  • Feiz fall. Gwir zo bet skrivet, ur galv da adlenn ha furchal ar C'hontadennoù ne oa ken – ar pezh a zo bet graet. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC)

Ger diazez[kemmañ ar vammenn]

N'eus forzh petra: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1624082. Petra eo "ur ger diazez"? Ur ger santel santelaet gant an Trec'hlider Iañ, pab ar brezhoneg? 1 Meu 2015 da 09:18 (UTC)

  • Feiz fall ha dismegañs. Splann eo ster ar ger "diazez" en degouezh-mañ, nemet d'an hini a zo dallet gant e gasoni. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC)

Daveenn[kemmañ ar vammenn]

Dre forzh goulenn e teu an nedeleg : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=next&oldid=1624085 . n'eo ket bet roet an daveenn gant an hini gortozet: dre fae moarvat, met gant e alter ego. Bravat kenlabour. Burzhud ar wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 09:21 (UTC)

  • Feiz fall, dismegañs, tamalladennoù a-dreuz. Enep an emzalc'h a zo gortozet digant implijerien Wikipedia. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC)

Marc'h-kornek[kemmañ ar vammenn]

Diouzh gwelout ne blij ket ar marc'h-kornek d'an daou gomper: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=1624080&oldid=1624079. Ne zisplije ket da Roparz Hemon avat pa oa bet kavet mat a-walc'h da lakaat en e c'heriadur e 1978, pajenn 549. Goulenn petore sell neptu a c'haller gortoz eus perzh tud hag a fell dezho dibab ar gerioù mat diouzh ar re fall er yezh ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 16:02 (UTC)

Roue ar feiz fall. Gant piv e oa bet skarzhet kement meneg eus "unkorneg" ha kement tra a ziskoueze ne oa ket ur marc'h? [1]--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 1 Meu 2015 da 16:26 (UTC)

Pab ar Geriadurioù hag an Ezen kornek n'em eus tamm kentel ebet da gaout digantañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 18:23 (UTC)

Brezhoneg sklaer[kemmañ ar vammenn]

Gant piv eo skrivet : n'eus roud ebet neblec'h eus march kornek pe c'hoazh marc'h-kornek en embann brezhonek, war-bouez e Geriadur Roparz Hemon, Al Liamm, 1978.? Gant dorn ul lagad a-dreñv neptu! Aze: [2] Ken diaes e vije skrivañ kavet e vez en embann brezhoneg, peogwir e vez kavet ! Ma! Digant rouaned ar pilpouzerezh ne vo ket goulennet ur gwennegad onestiz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Meu 2015 da 18:26 (UTC)

Daveennoù[kemmañ ar vammenn]

Ne blij ket d'an holl ar goulennoù daveoù graet gant ar re all : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Unkorneg&diff=1624515&oldid=1624506 . Koulskoude eo a-bouez : Ma n'ouzer ket piv eo an troour pe an droourien n'haller ket reiñ talvoudegezh un "oberenn embannet" d'ur pennad ha ne gaver nemet war ur blog. Ma vefe kavet talvoudus gant un embanner (lakaomp TES, embanner oberennoù Tomi Ungerer e brezhoneg) e vefe embannet ar skrid en ul levr.Ha difaziet gant Divi Kervella. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 09:44 (UTC)

  • Feiz fall, ha tagadenn a-enep Divi Kervella. Splann eo an daveenn ; n'eo ket ur blog ; forzh piv a c'hall lenn ar skrid ; levrioù elektronek zo, a ra hep paper ; miliadoù a bajennoù Wikipedia a ra dave da lec'hiennoù Web, ar pezh a ouifes mar bijes boas da lakaat daveennoù er pennadoù a eilez diwar Wikioù all. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC)

Bremaik :harp ar c'hemmadurioù[kemmañ ar vammenn]

Degaset gant an Trec'hlid ar gazetennig enlinenn Bremaik : setu pezh a lennan : ... unaniñ div lodenn an enezenn, an hini durk en Norzh hag an hini gresian er Su. Ma'z eo ret dezhañ klask harp e kazetennoù ma n'ouzer ket mestroniañ ar c'hemmadurioù eo kouezhet izel e lorc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 12:37 (UTC)

…kement-se lavaret gant unan na oar ket skrivañ ar ger "kazetennig".--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Meu 2015 da 12:40 (UTC)

Gwashoc'h eo dit eta ur fazi bihanik seurt-se, ganin-me , eget ur fazi kemmadur gant ur mignon dit-te e-barzh Bremaik. Gwir eo, pezh a gont eo e rafe gant ar gerioù mat, dibabet ganit. N'eus ket da larout, uhelaat a rez live holloueziadurel ar wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 14:24 (UTC)

  • Tagadenn bersonel ha dismegañs da heul ur vi-koukoug a-berzh un den a skriv *gantaén re alies. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC)
Trugarez: prouiñ a rez, ur wech ouzhpenn, e peseurt live oc'h degouezhet, c'hwi ho-taou. Prestik e vo tamallet ur virgulenn un tamm a-dreuz ... Labour eus ar c'hentañ. Pa'z eus miliadoù a bennadoù da reizhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 16:51 (UTC)

Rouzig : gant gallegerien?[kemmañ ar vammenn]

Ma n'eo ket brezhoneger Laurent Lefeuvre n'haller ket lakaat pennadoù brezhonek war e gont. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 14:33 (UTC)

  • Feiz fall. Brezhonek eo ar skrid. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC).

Un daveenn zo reizh pa vez roet gant anv an hini en deus savet ar skrid e brezhoneg. Da c'hortoz n'eo ket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 16:58 (UTC)

Cabanes[kemmañ ar vammenn]

N'eo ket nec'het an Trec'hlid o klask e "zaveoù": "En arc'hant, e mentell dalc'het gant (e)ur c'helf briadet gant (e)un naer, an holl e sabel; e c'hrennbalefarzh e glazur, (e)ur melezour en aour peuliek, war e c'hostez (e)un naer en arc'hant talwedant"... brezhoneg eus ar c'hentañ dezhañ peogwir e kaver "unkorneg" tu bennak. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 14:48 (UTC)

  • Feiz fall ha dismegañs. Skoed Cabanes ez eus un unkorneg warnañ ; Cabanis zo bet dibabet ganit da harpañ da gaoz dismegañsus. — 2.13.201.223 2 Meu 2015 da 16:30 (UTC)

Dismegañs pa vez dispaket brizhvezhoneg ar re all, hag ar pichoned-mañ o tamall fazioù dister din. Ha goude, mont da glemm war live ar wikipedia emaint bec'h-bec'h oc'h izelaat gant o brezel droch. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 16:58 (UTC)

Perak ?[kemmañ ar vammenn]

Perak kement a reuz gant an Trec'hlid hag e gomper ? Kalzig a draoù o devez daou anv, hag er wikipedia zoken, rak n'eo ket ken strizh an holl speredoù evel re an daou bichon. Anat ar respont : skarzhet eo bet ar ger marc'h-kornek eus geriadur nevez Al Liamm gant Divi Kervella ha fellout a ra dezhañ ober memes tra amañ. Tud zo a fell dezho implij o zammig galloud da baouraat ar yezh, setu ar wirionez. Bianchi-Bihan (kaozeal) 2 Meu 2015 da 17:16 (UTC)

«Daou anv»? Gant piv e oa bet skarzhet kement meneg eus "unkorneg" amañ? [3]--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 2 Meu 2015 da 17:23 (UTC)

Wikeriadur[kemmañ ar vammenn]

Ha krouet marc'h-korneg er mintin-mañ gant an IP 86.214.74.165 :-).--86.214.112.225 25 Ebr 2020 da 08:32 (UTC)

Digor da lagad all, Yannig : me 'wel ez eus krouet daou bennad : https://br.wiktionary.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/86.214.74.165. Ganit?
Ha souezhet bras e vi: an daou c'her a gaver e geriadurioù paper! Te' gred eo aotreet embann seurt traoù? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 08:58 (UTC)
Yannig, bremañ ? Ha n'eo ken Yoael evel dec'h ? Da c'hortoz Keritiad, Lagad Zoltec, Sad Edgar ha me 'oar-me ? Ar wech-mañ 'teus ankouaet ober gant ar ger kasoni a blij kement dit.
Gwir e oa neuze ar pezh en doa lavaret an IP 90.32.112.96 dec'h : Da ziwall zo : gouest eo Kerrain da lakaat *ibil chokolad er Wikeriadur ha da groaziañ an daveoù ; meur a wech en deus graet en dro-gamm-se (unan eus an abegoù ma'z eo bet skarzhet eus ar Wiktionnaire hag eus ar Wikipédia, ha ma'z eus aet tud kuit eus ar Wikeriadur, siwazh).--86.214.112.225 25 Ebr 2020 da 10:16 (UTC)
Oc'h astenn dit ar walenn da vont war ur gaoz all e oan ... evel-se ne vo ket ret dit digeriñ ur geriadur da gavout marc'h-kornek e-barzh. ... Dallentez ar strizhkredennourien (ur ger zo bet ijinet gant unan bennak ha lakaet en ur geriadur).
Spi am eus n'eo ket re boanius d'al lenner feal zo ac'hanout lenn ken pizh ma labour. E-keit ma vez lod o c'hoari o foliserien (awenet gant ar gasoni, evel holl flatoulerien hon amzer) e vez re all o sevel pennadoù , pal nemetañ ar wikipedia. Lennadennoù mat. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 10:23 (UTC)