Mont d’an endalc’had

Sez Santel

Eus Wikipedia

Ar Sez Santel (Sancta Sedes e latin, Santa Sede en italianeg), anvet "Kador sant Pêr" ivez[1] a zo ur sujed a wir etrebroadel derc'hezouet gant ar pab ha kuria ar pab (gouarnamant ar pab). Diazezet e voe er c'hantved kentañ gant sant Pêr ha sant Paol hervez hengoun an Iliz katolik roman. Arabat eo droukveskañ ar Sez Santel gant Keoded ar Vatikan, hag a zo ar riez krouet e 1929 diwar Emglevioù al Laterano. N'eo ket liammet ar Sez Santel gant un tiriad, gant ar pab ne lavarer ket. Staliet eo er Vatikan, e gwalarn Roma hiziv, al lec'h ma embreger e c'halloud relijel war an Iliz katolik roman hag an 23 Iliz katolik ar Reter.

Ur framm fetis en doe adalek an XIvet kantved gant krouidigezh kuria ar pab hag ur servij diplomatiezh staget outi. Darempredoù diplomatel en deus gant 172 Stad er bed, sinañ a ra feurioù-emglev ha konkordadoù hag emezelañ a ra en aozadurioù etrebroadel. An noñsed abostolek eo an anv roet d'e gannadourien.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Geriadur Ménard p. 1028-b.