Stêr Lledr

Eus Wikipedia
Ar stêr Lledr e Pont-y-pant

Ar stêr Lledr (Afon Lledr e kembraeg) zo ur stêr eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Un adstêr d'ar stêr Conwy eo.

Eieniñ a ra ouzh tor Ysgafell Wen, etre menezioù Moel Siabod ha Cnicht. Redek a ra war-zu Blaenau Dolwyddelan, er biz, tremen hebiou Dolwyddelan, ma kej gant stêr Cwm Penamnen. Kenderc'hel a ra war-zu ar biz, tremen hebiou Pont-y-pant, ha war-zu ar reter goude, e Glyn Lledr, a-hed an hent hag an hent-houarn. Kemberiñ a ra gant ar stêr Conwy er c'hreisteiz da Betws-y-Coed.