Ysbyty Ifan
Ysbyty Ifan zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh en hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ ar gêriadenn war lez ar stêr Conwy, er c'hreisteiz da Bentrefoelas. "Dolgynwal" e oa anv ar gêriadenn gwechall.
Er Grennamzer e oa tolead Ysbyty Ifan e kombod Is Aled, e kantrev Rhufoniog. Dont a ra anv ar gêriadenn eus unan eus an ospitalioù ("ysbyty" e kembraeg) savet gant Marc'heien Urzh an Ospital, er bloavezh 1190, hervez ar richenn. Ne chom roud ebet eus ar savadur-se hiziv avat. Daoust ma seblant Ysbyty Ifan bezañ en ul lec'h digenvez hiziv, e oa war en ur c'hroashent a bouez er Grennamzer, war an hent a gase eus harzoù Kembre er reter da Llŷn hag Eryri er gornaoueg, ha war an hini a gase eus Abati Aberconwy da Abati Cymer. Dindan gwarez Llywelyn Fawr ha Llywelyn ap Gruffudd e voe an ospital ha brudet e oa evel lec'h da gaout bod, e-touez ar birc'hirined a yae da Ynys Enlli. Betek ar XVvet kantved e voe ul leti brudet[1].
E 2011 e oa 196 a dud o chom en Ysbyty Ifan ha 151 anezho a oa kembraegerien (79,1%)[2].
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rhys Fawr ap Maredudd, uheliad hag a voe o'n em gannañ a-du gant Harri Tudur en Emgann Bosworth.
- Wiliam Cynwal, barzh kembraek eus ar XVIvet kantved
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ W. Ogwen Williams, 'A note on the history of Ysbyty Ifan', Trafodion Cymdeithas Hanes Sir Gaernarfon, cyf. 15 (1954).
- ↑ Ysbyty Ifan - 2011 Census key statistics
|