Maelgwn Gwynedd
Maelgwn Gwynedd pe Maelgwn ap Cadwallon (480 ? - † 547 ?) a oa roue Gwynedd eus 520 da 540.
E Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavet eo ivez evel Maglocunus e latin, evel Malgo, pe Malgocunos, Maelgwn ap Cadwallon, Maelgwn Hir pe Maelgwn Fawr.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur roue meur e oa en Enez Vreizh ar VIvet kantved. Deuet eo da vout brudet ha mallozhet en istor Kembre abalamour d'ar manac'h Gweltaz a skriv en e De excidio Britanniae e oa Aerouant an Enez, marteze edo o chom en Enez Von. Evit doare e oa ar galloudusañ eus ar pemp roue a sachas konnar Gweltaz war o c'hein.
Hervez Gweltaz en doa kemeret ar galloud war-lerc'h lazhañ e eontr. Penediñ en doa graet neuze, prometet mont da vanac'h, met ne zalc'has ket d'e c'her. Gwashañ zo, lazhañ a reas e wreg hag e niz, Owain Ddantgwyn, evit dimeziñ da intañvez hemañ.
Hervez David Sims e c'hallfe Maelgwn bezañ Mordred ar mojennoù, mab ar Roue Arzhur. An niz lazhet eo ar roue Arzhur, a-drek Owain Ddantgwyn.
Hervez Jafrez Menoe e oa techet d'ar sodomiezh, hag e kare gwelout paotred koant en-dro dezhañ. Petra bennak ma sikouras an Iliz ha ma savas eskopti Bangor e veze skoet bazhadoù gantañ gant ar skrivagnerien gristen.
Lezennour mat e voe, a-hervez, ha gwarezour barzhed, met darn a gred n'eus ket da fiziout en ur vrud savet gantañ e-unan. E kastell Degannwy e savas e lez, gant barzhed hag artizaned en-dro dezhañ, hag ar re-se a ganas mil meuleudi d'o mestr. Gweltaz avat ne reas van ouzh kement-se hag a embannas e kave gwelloc'h Maelgwn selaou kanañ meuleudi dezhañ e-unan e-lec'h kanañ meuleudi da Zoue.
Un tamm a-raok e varv e oa Maelgwn roue ur vro hag a yae eus Gwynedd betek Strat Clut. E vibien Rhun ha Brude a rannas e rouantelezh etrezo. Hervez an Annales Cambriae e vije marvet gant ar « vosenn velen », ur c'hleñved-red deuet eus Egipt, c'hoarvezet goude ur goañvezh kalet ha kouezhadenn ur meteorit e 536. Pa c'hoarvezas ar c'hleñved e kavas Maelgwn repu en un abati, hogen skoet e voe koulskoude.
Pa varvas, a-hervez, e seblante kousket, ma ne grede den e zihuniñ. Hiziv c'hoazh, pa varv un den a-greiz kousket e lavarer: "Hir hun Faelgwn yn eglwys Ros"(Mat e vefe reiñ un droidigezh) (a zo skrivet en Annales Cambriae evel-henn: "Hir hun Wailgun en llis Ros").
Marvet e vije en 547 pe 549 ha beziet en Ynys Seiriol.
Mojennoù diwar e benn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalzik a vojennoù zo diwar-benn Maelgwn, ha n'eo ket sur e vijent diazezet war an istor.
- Un deiz e oa kenstrivadeg da c'houzout gant piv ez aje rouantelezh Gwynedd. Kinnig a reas Maelgwn lakaat ar genstriverien d'azezañ e kadorioù-brec'h war an aod, hag an hini a chomje ar pellañ, daoust d'al lanv, a deuje da vout roue. Gounit a reas dre m'en devoa lakaet c'hwezigelloù dindan e gador.
- Pa zimezas e profas ur walenn aour d'ar rouanez Nesta. Hi avat a gollas ar bravig o kouronkañ er stêr Elwy. Ha hi goulenn sikour digant Sant Asaph. Pediñ a reas ar sant ar roue hag ar rouanez da brejañ hag eñ da zisplegañ da Vaelgwn penaos e oa bet kollet ar walenn gant Nesta. Ha Maelgwn da sevel droug ennañ ha da lavarout e oa bet profet gant e wreg d'ur serc'heg bennak. Asaph avat a zistanas e gonnar, a reas d'ar roue chom ouzh taol, hag a bedas evit adkavout ar walenn. Servijet e voe pesked eus ar stêr Elwy, ha Maelgwn, pa zigoras e besk, a gavas ar walenn.
- En ur vojenn all e tispleger doareoù korvigellek Maelgwn. Un deiz e klevas e oa aour a-leizh e ti Sant Padarn ha fellout a reas dezhañ laerezh ar sant dre widre.
Kalz a vojennoù all zo c'hoazh, darn o tiskouez pegen fin hag ampart e oa, darn all pegen drouk.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John Owen Jones (1899), O lygad y ffynnon: cyfieithiadau o weithiau haneswyr boreuaf Cymru, sef Cesar, Tacitus, Gildas, Nennius, Asser. (Davies ac Evans, Y Bala)
En e raok: Cadwallon Lawhir |
Roue Gwynedd ) 520 - 540 |
War e lerc'h: Rhun Hir ap Maelgwn |