Mont d’an endalc’had

Ynys Seiriol

Eus Wikipedia
Enez Seiriol, gwelet eus Penmon, en Enez Mon
Enez Seiriol ha beg-douar Penmon, gwelet eus douar-bras Arfon

Ynys Seiriol, pe Enez Seiriol e brezhoneg, zo un enezennig, e korn kreisteiz-reter Enez Mon. Etre Ynys Seiriol hag ar beg-douar anvet Trwyn Du, war Enez Mon, ez eus bet savet un tour-tan war ur roc’h.

Anvet eo bet an enezenn diwar sant Seiriol, ur manac’h a veve en hanternoz Kembre er VIvet kantved, ha kontañ a reer e oa eno ur peniti savet gant Seiriol e-unan. Chom a ra roudoù eus ur chapel vihan eus an XIIvet kantved e-kreiz an enez, ha dismantroù eus ur peniti (oratorium) eus an VIIIvet kantved, damheñvel ouzh ar penitioù keltiek kozh a gaver en Iwerzhon, evel e Ceanannas (Kells) pe en inizi Na Scealga (Skellig).

Gwechall e oa anavezet evel Priestholm e saozneg, diwar un anv roet dezhi gant ar Vikinged hag a dalvez "Enez ar veleien". E kembraeg e oa un anv all, Ynys Lannog, pe "Ynys Lannawg" pe c’hoazh "Ynys Glannawg", diwar anv un haroz eus mojennoù Kembre Helig ap Glannog. An istorour kembreat eus ar Grennamzer Giraldus Cambrensis (Gerallt Gymro) a ra anv eus an enez en ul levr e latin anvet Itinerarium Kambriae (1188).

'Ynys Lannog, da lavaret eo Enez an iliz, a vez graet e kembraeg eus an enez : abalamour d’an niver bras a sent zo o repoziñ eno. Hag ar merc’hed n’eont ket d’an enez-se'.

Hiziv an deiz n’eus den ebet o vevañ war an enez.

Kalz laboused a gaver war an enezenn, hag en o zouez poc'haned (Fratercula arctica). Abalamour da se e oa bet roet an anv "Puffin Island" d’an enez e saozneg, en XIXvet kantved. Nebeutoc’h zo anezho bremañ ha gouennoù all evel morvrini, godezi hag ereved a vez o neizhiañ eno ivez.


Inizi ar Menai
Ynys Castell . Ynys Dysilio . Ynys Gaint . Ynys Gored Goch . Ynys Seiriol . Ynys y Bîg . Ynys Welltog .