Poc'han
| |||
---|---|---|---|
![]() Fratercula arctica
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Charadriiformes | ||
Kerentiad : | Alcidae | ||
Genad : | Fratercula | ||
Anv skiantel | |||
Fratercula Brisson, 1760 | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Ar ger poc’han (benel : ur boc’han, ur boc’hanig ; liester : poc'haned) a ya da envel meur a evn-mor eus ar c’herentiad Alcidae, dreist-holl re ar genad Fratercula (latin evit "frer bihan", un anv roet dezho abalamour da livioù gwenn ha du o fluñv moarvat, hag a zegas da soñj ur gwiskamant manac'h). Liesliv e vez o figos da vare ar gouennañ. Bevañ a reont a-stroll hag ober o neizh e douarennoù alies.
Anvioù all a vez roet d'al labous-mor : pogan e Bro-Leon, kornefich (korfiched el liester) e Perroz-Gireg, ha godez (godizi el liester)[1].
Spesadoù hag is-spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri spesad a c’heller digemmañ[2].
- Fratercula arctica (Poc'han boutin), a vev e Norzh ar Meurvor Atlantel hag e Meurvor Arktika.
- Is-spesadoù : F. a. arctica, F. a. grabae ha F. a. naumanni.
- Fratercula cirrhata (Poc'han bouchek), a vev e Norzh ar Meurvor Habask.
- Fratercula corniculata (Poc'han kornek), a vev ivez e Norzh ar Meurvor Habask.
Bremañ e lakaer ivez e-touez ar poc'haned (hag a vez lakaet ivez e-touez ar godoged) :
- Cerorhinca monocerata (Poc'han beg kornek ; kerentiad : Alcidae, genad : Cerorhinca), a vev, eñ ivez, e Norzh ar Meurvor Habask[3].
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul labous heverk eo ar poc’han boutin gant e bigos tev, e stumm un tric’horn, ha livet-flamm da vare ar gouennañ (ruz, glas-teñval ha melen). Abalamour d’al livioù-se e vez lesanvet peroked-mor. Postek eo, gant ur penn brazik ha berr, ul lost berr ivez hag ur c’horf krenn. Ruz e vez ar pavioù palvezek e-pad an hañv ha melen e vezont e-pad ar goañv.
Un tregont kantimetr bennak eo hed e gorf ha betek 60 cm e hed-eskell. Gellout a ra bevañ betek 22 vloaz.
Du eo pluñv ar c’hein, ar gouzoug hag an divaskell. Gwenn eo ar c’hof ha kostezioù ar penn. Liv ruz zo tro-dro d’an daoulagad.
Gant o divaskell berr met kreñv e nijont un 10 metr bennak a-us ar mor, ar pezh a zo uhel a-walc'h pa geñverier gant evned all ar c'herentiad (war-dro 1,60 metr a-us an dour)[4]. Pa vezont o neuial dindan an dour ec'h implijont o divaskell evit en em embreger ha n’eo ket o favioù.
-
Ur poc’han boutin
-
Poc’haned e Norvegia
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz a amzer a dremen ar poc’haned en donvor met neizhiañ a reont war an aodoù evel-just.
Tiriadoù ar poc'haned hervez ar spesad | ||
---|---|---|
| ||
|
Neizhiañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Neizhañ a ra ar poc'haned e miz Mae-Mezheven war an inizi, an tornaodoù hag an tevinier goloet a c'heot, en ur c'haridenn toullet ganto o-unan pe en ur riboul dilezet gant ur c'honifl. Ne bourchasont tost da vat netra evit sevel o neizh.
Ne vez nemet ur vi gwenn-sklaer, marrellet a darchoù teñval. Maget e vez ar boc'hanig yaouank e-pad war-dro 5 sizhun e-barzh ar c'haridenn ha neuze e kuita an neizh en noz.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evel kalz a evned-mor eus ar c’herentiad Alcidae en em vag ar poched diwar pesked ha blotviled bihan tapet ganto dre splujañ er mor. Boueta a reont o floged diwar pesked bihan evel talareged ha gliziged. Gouest int da zerc'hel eus 10 betek 30 pesk bihan a-dreuz o figos (a-wechoù meur a zousennad), abalamour d’ar c’haledennoù dantek a zo war o zeod. Gant se e c’hellont chom pell amzer o pesketa, a-raok dont en-dro d’o neizh da zegas meur a besk d’o floged.
Statud mirerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu amañ statud mirerezh ar poc'haned hervez Listenn Ruz ar Spesadoù en Arvar bet embannet gant an International Union for Conservation of Nature (IUCN) e 2024.
- Fratercula arctica : emañ ar boblañs o vont war ziskar ; en arvar dre-holl, en arvar bras en Europa[5].
- Fratercula cirrhata : stabil eo ar boblañs, n'emañ ket ar spesad en arvar[6].
- Fratercula corniculata : emañ ar boblañs o vont war ziskar, met n'emañ ket ar spesad en arvar c'hoazh.[7]
Un digresk bras zo bet e poblañs Fratercula arctica en Europa abalamour ma 'z eus bet krennet war o annezioù a-hed an XIXvet kantved betek deroù an XXvet kantved. Hemolc'het e vez ar poc'haned evit o vioù, o fluñv hag o c'hig e Faero hag en Island.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- T. Huon ha P. an Habask (troerien) : Laboused an Arvor / Ar Boc'han, Embannadurioù Al Lanv, 1984.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- NatureWorks – Ar poc’han kornek
- Ar poc’han boutin
- Ar poc’han boutin e Kanada
- Ar poc’han boutin e Breizh
- (en) Fratercula arctica @ Audubon. Kavet : 28 Gen 24.
- (en) Fratercula corniculata @ Audubon. Kavet : 28 Gen 24.
- (en) Fratercula cirrhata @ Audubon. Kavet : 28 Gen 24.
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑
Geriadur ar brezhoneg a-vremañ
Francis Favereau. - ↑ (en) Alcidae/Fratercula (#6354-57) @ IOC World Bird List. Kavet : 08 a viz Genver 2025).
- ↑ (en) Alcidae/Cerorhinca (#6352-53) @ IOC World Bird List. Kavet : 08 a viz Genver 2025).
- ↑ (en) Sibley, David. The North American Bird Guide. Eastbourne, East Sussex : Gardners Books, 2000 (ISBN 978-1-873403-98-3)
- ↑ (en) Fratercula arctica @ IUCN. Kavet : 28 Gen 24.
- ↑ (en) Fratercula cirrhata @ IUCN. Kavet : 28 Gen 24.
- ↑ (en) Fratercula corniculata @ IUCN. Kavet : 28 Gen 24.