Rhiwallon fab Urien

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Rhiwallon fab Urien, anavezet ivez evel Rhiwallon Wallt Banhadlen (Blev Banal), a oa ur priñs brezhon a veve war-dro diwezh ar VIvet kantved ha deroù ar VIIvet kantved en Hanternoz Kozh Enez Vreizh. Mab e oa da Urien Rheged (war-dro 550-90), a oa roue Rheged, ha tri breur en doa: e vreur henañ Owain, a voe roue war-lerc'h o zad, Rhun ha Pasgen.

Meulet e voe ar rouaned Urien hag Owain en oberennoù ar barzh brezhonek Taliesin, met n'eus kan ebet da Rhiwallon e-unan.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Rachel Bromwich (ren.), Trioedd Ynys Prydein, Gwasg Prifysgol Cymru, 1961, embannadur nevez, 1991). Triadenn 4, 17, 62.