Mont d’an endalc’had

Bryneich

Eus Wikipedia


Bryneich
Rouantelezh Bryneich

410 – 604 Flag
Location of Bryneich
Location of Bryneich
' An Hen Ogledd pe Hanternoz kozh Enez Vreizh. Kartenn eus ar vro a-raok aloubadeg an Angled ha Saozon.
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disparti ar Romaned 410
 - aloubet gant Bernikia 604


Bryneich, pe Berneich, pe Bernikia (diwar an anv latin Bernicia) a oa ur rouantelezh vrezhon en arvor biz Bro-Saoz, en-dro da gêr Catraeth, he c'hêrbenn. En em astenn a rae an douareier e reter ar Peninoù etre moger Hadrian ha kêr Ebrauc, a zo York bremañ.

Bryneich zo meneget e barzhonegoù kembraek kozh, e skridoù Nennius , evel Bryneich pe Brynaich. N'ouzer ket mat ha stumm kembraekaet Bernikia e oa, pe un anv kembraek a zo deuet da vout Bernikia war-lerc'h distruj ar rouantelezh vrezhon. Dont a rafe an anv eus ur ger kozh predenek, Berniccā, a anavezer ennañ ar wrizienn bre(n) (a gaver er Menez Bre, e Brelevenez/Berlevenez), hag a dalvezfe ‘bro veneziek’.

Savet e voe ar rouantelezh goude ma kuitaas ar Romaned douaroù kreisteiz bro ar Votadini, marteze diwar rannidigezh ur rouantelezh vrasoc'h, renet gant Coel Hen (war-dro 420) met ne badas ket gwall bell.

Da vare he c'hrouidigezh, dindan roue Garbanion ap Coel e oa Angled o chom er rouantelezh, foederati karget gant ar Romaned da zifenn ar vro ouzh ar vorlaeron.

Kemerout a rejont ar galloud e-pad un enkadenn ziabarzh e 547 daoust ma talc'has ar Vrezhoned penn outo e kornioù zo betek ar VIIvet kantved, er bloavezh 604. Bernikia a voe graet eus ar rouantelezh gant an Angled neuze.

Listenn rouaned Bryneich

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]