Mont d’an endalc’had

Rimadell

Eus Wikipedia
"Hey Diddle Diddle", ur rimadell saoznek poblek.
Dastumad kanaouennoù ha rimadelloù gallek (1883).
Humpty Dumpty, brudet el lennegezh-vugale saoznek.
Dañs-tro bugale

Ur rimadell zo ur seurt kanaouenn-bobl eeunik a vez kanet d'ar vugale. A-bouez eo ar sonioù hag al lusk.

En deskadurezh eo a-bouez ar rimadelloù evel poelladennoù eñvor, distagañ, ha yezhadur zoken.

Kinderreim a vez graet eus rimadell.


Rimadelloù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-Bisig bihan, pelec'h oc'h bet?
-E Run ar Gow o klask ma boued
-Ha petra hoc'h eus bet?
-Un taol sklisenn war ma beg.
Hei do! marc'h al Lae
da gistina da Gorlae
da glask kig ha bara mat
da Fañchig vihan zo paotr mat

En italianeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur "filastrocca" a vez laret eus ur rimadell italianek. Gianni Rodari en deus savet un toullad re nevez.

  • Piove, piove, zo ur rimadell dezhi seizh doare ha seizh-ugent.

Hwiangerdd eo ar ger kembraek. Setu ar re vrudetañ:

Perzhioù mat ar rimadelloù e diorren ar vugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Deskiñ gerioù
  • Deskiñ o distagañ
  • Embreger an eñvor
  • Kustumiñ da gompren
  • Dihuniñ ar c'hoant da ganañ, ha da seniñ
  • Reiñ plijadur o klevout barzhoniezh
  • Reiñ al lusk da santout.

Un toullad rimadelloù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]