Ambarabà ciccì coccò
Ambarabà ciccì coccò zo kentañ gwerzenn ur filastrocca, ur rimadell italianek evit bugale. Lirzhin eo an ton, met ster resis ebet n'eus dezhi. Dre ma'z eo "kelc'hiek" framm ar rimadell e c'hall bout adlavaret ad libitum.
Komzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu amañ unan eus doareoù niverus ar filastrocca « Ambarabà ciccì coccò ».
|
|
Doareoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar werzenn gentañ zo boutin d'an holl zoareoù war-bouez unan bet dastumet gant Gianfranco Contini e 1981, ma'z eo tre civette sulla cassettiera, "teir c'haouenn war ar gomodenn"[1].
|
|
|
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur studiadenn zo bet savet diwar-benn gerdarzh kentañ gwerzenn ar filastrocca-se gant ar yezhoniour italian Vermondo Brugnatelli (2003).
Goude dielfennet hervez istor a an italianeg en deus kavet e c'hellje ar rimadell bout ker kozh ha mare al latin, pa zlee bout distaget evel *« hanc para ab hac quidquid quodquod ». Peogwir e oa ur rimadell da skarzhañ evel bicha bula e brezhoneg[2] e tlee talvezout, dur mare, kement ha *"kempenn an (dorn)-se d'an den all-se (hag a zo o tibunañ ar rimadell)"[3].
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (it) Contini, Gianfranco : Il problema dell'energia nella tradizione italiana, er gelaouenn Belfagor, 1981 (ISBN 978-88-222-6103-8)
- ↑ (br) (fr) L. F. Salvet, Lavarou koz a vreiz-Izel, Slatkine Reprints, 1986, p. 233 (ISBN 978-2-05-100101-4)
- ↑ (it) Brugnatelli, Vermondo : Per un'etimologia di « am barabà ciccì coccò »