Hengembraeg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An hengembraeg (Hen Gymraeg e kembraeg) eo an anv a reer eus ar c'hembraeg a veze skrivet etre an VIIIvet hag an XIIvet kantved.

Maen Cadfan, en iliz Tywyn.

Tost e oa d'an henvrezhoneg. Rouez eo avat an testennoù a zo chomet eus ar mare-se. En o zouez e c'haller menegiñ un enskrivadur war Maen Cadfan (war-dro 800) hag un destennig anvet "Enskrivadur Surexit", hag a gaver e Levr Sant Chad, miret en iliz-veur Lichfield (Caerlwytgoed). Un destennig hag a denn d'al lezenn eo, anavezet diwar ar ger kentañ anezhi, ur ger latin. Skrivet e voe an destennig-se e deroù pe e kreiz an IXvet kantved.

Gwelet a reer en Enskrivadur Surexit reolennoù skrivañ an hengembraeg, notennet gant al lizherennoù latin. En amzer-hont ne veze ket graet gant "ll" evit ar pezh a vez distaget bremañ evel /ɬ/ (liuit > Llywyd, anv-den) na gant "dd" evit ar pezh a zo aet da /ð/ (did > dydd, "deiz"). Graet e veze gant al lizherenn "u" evit meur a son, aet bremañ da /ʉ/, /ʊ/ ha /v/, hag a voe skrivet diwezhatoc'h "u", "w" ha "f". Ar c'hemmadurioù kensonennoù e deroù ar gerioù, pe e-kreiz ar gerioù, etre vogalennoù, ne vezent ket skrivet d'ar mare-hont. "Atar" a veze skrivet evit ar pezh a zo "adar" bremañ (evn, labous), "nimer" evit ar pezh a zo "nifer" (niver), "douceint" evit "deugain" (daou-ugent). Ne ouzer ket gwall vat, e gwirionez, petra a veze klevet er yezh komzet.

A-hend-all ez eus ivez spisc'herioù kembraek e dornskridoù latin, da lavaret eo displegadennoù evit gerioù latin dianav d'ar skriverien.

Ul lodenn eus an dornskridoù krenngembraek a voe skrivet goude an XIIvet kantved a voe adskrivet diwar skridoù koshoc'h pe diwar ar soñj a oa bet dalc'het dre gomz eus oberennoù koshoc'h. Evel-se e c'hoarvezas evit Levr Llandaf (miret e Levraoueg Vroadel Kembre), evit an Annales Cambriae (miret en "National Archives" e Londrez hag e Levraoueg Breizh-Veur) hag evit oberennoù ar c'h-Cynfeirdd.