Deira

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Deira
VIvet kantved – 679 Flag
Location of Rouantelezh Deira
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Hensaozneg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouidigezh gant an Angled VIvet kantved
 - Staget ouzh Bernikia 679

Ur rouantelezh angl en hanternoz Bro-Saoz etre dibenn ar Vvet kantved ha deroù ar VIvet kantved e oa Deira (pe Derenrice pe Dere en hensaozneg).

En em astenn a rae eus an Humber betek an Tees hag eus ar mor betek ar Vale of York. Hervez Simeon of Durham ez ae betek an Tyne met gouez e oa ar vro goude an Tees. E gêrbenn gentañ a oa war-dro Pocklington moarvat, met dilec'hiet e voe da York goude aloubidigezh rouantelezh Ebrauc gant Edwin Northumbria.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un anv brezhonek (pe predenek) e vefe, pe diwar Deifr (doureier) pe diwar Daru (derv). Talvezout a rafe "tud an Derwent", ar ger en deus roet an anv-lec'h Derventio.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roue kentañ Deira a anavezer a oa Ælla met moarvat e oa Angled o chom er vro abaoe ar marevezh roman. Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz en-defe Ælla skrapet ar vro digant ar Vrezhoned e 581 goude marv Peredyr Arueu Dur en un emgann a-enep tud Bernicia. Goude marv Ælla ez eas e rouantelezh gant Æthelfrith, roue Bernicia, a unvanas an div rouantelezh dindan an anv Northumbria.

Adkrouet e voe rouantelezh Deira gant Edwin Northumbria. Aloubiñ a reas Bernikia buanik hag adkrouiñ Northumbria. Derc'hel a reas e benngêr e York, avat.

Rouaned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geake, Helen & Joanthan Kenny (eds.) (2000). Early Deira: Archaeological studies of the East Riding in the fourth to ninth centuries AD. Oxford: Oxbow. ISBN 1-900188-90-2
  • Higham, N.J. (1993). The Kingdom of Northumbria AD 350-1100. Stroud: Sutton. ISBN 0-86299-730-5