Mont d’an endalc’had

Edwin Northumbria

Eus Wikipedia
Sant ha roue Edwin Northumbria.

Edwin Northumbria (hensaozneg Ēadwine; c. 586 – 12 Here 632/633), pe Eadwine pe Æduinus, a oa roue Deira ha Bernicia – div rouantelezh a voe bodet d'ober Northumbria goude – adal 616 betek e varv e 633. Dont a reas da vout kristen ha badezet e voe en 627. Goude e varv en emgann Hatfield Chase, e voe anvet da sant.

Mab e oa da Ælle, roue Deira. E c'hoar Acha a zimezas da Æthelfrith Northumbria, roue Bernicia, ar rouantelezh angl en norzh d'e hini. Ur breur pe ur c'hoar dezhañ a oa tad pe mamm da Hereric, hag a oa tad da Santez Hilda ha d'he c'hoar Hereswith, a zimezas d'ar roue Æthelric, breur d'ar roue Anna East Anglia.

Tec'hel a rankas Edwin pa voe aloubet Deira gant Æthelfrith, roue Bernikia. mont a reas da glask repu da lez Rædwald East Anglia. Hennezh a reas brezel da Vernikia, hag a voe trec'h war Æthelfrith en 616. Ha setu Edwin lakaet da roue Bernikia ha Deira.

Pa varvas Rædwald, war-dro 624, e teuas Edwin da vout galloududañ roue Enez Vreizh. Laket gant Bede war roll ar rouaned a oa a-us d'ar rouaned angl-ha-saoz all. Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa bretwalda, da lavarout eo « pennroue Breizh ».