Neron
Neron, ganet Lucius Domitius Ahenobarbus, hag anvet diwezhatoc'h Nerō Claudius Caesar Augustus Germanicus, a oa un impalaer roman, ganet en Antium, d'ar 15 a viz Du 37, "pa oa an heol o sevel, ar pezh en eus graet e oa bet merket gant an heol a-raok an douar", hervez Suetonius.
Ren a reas eus 54 da 68. Dindan e ren e c'hoarvezas tan-gwall bras Roma, er bloavezh 64.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab e oa da Cneus Domitius Ahenobarbus ha da Agrippina ar Yaouankañ.
D'ar 25 C'hwevrer 50 e voe advabet gant e leztad, an impalaer Glaoda, ha roet e voe dezhañ an anv Tiberius Claudius Nero.
Dies imperii : 13 Here 54, dindan anv Nero Claudius Caesar Drusus Germanicus.
---------
e aogustelezh : da leuniañ
.../...
E Breizh, Suetonius Paulinus a zo gouarnour adalek 58. Camulodunum (Colchester) a zo kêrbenn al lodenn kreisteiz Breizh dindan urzh ar Romaned.
Peder lejion a zo enni :
Teir war ar Fosse Way, eus mervent da viz :
- Legio II Augusta, e Isca / Exeter,
- Legio XX Valeria e Glevum / Gloucester,
- Legio IX Hispania, e Lindum / Lincoln
Unan rakgedlec'hiet :
- Legio XIV Gemina, e Viroconium / Wroxeter
Pa digouezhas ar brezel a-enep drouized an enez Mona, Suetonius Paulinus a adlec'hias e lejion evel-mañ :
- Legio IX Hispania, miret e Lindum / Lincoln, dindan urzh Petilius Cerialis,
- Legio II Augusta, miret e Isca / xeter, dindan urzh Poenius Posthumus,
- ul lodenn eus Legio XX Valeria miret e Glevum / Gloucester
- Legio XIV Gemina, hag al lodenn all Legio XX Valeria, dindan urzh Suetonius Paulinus, en argad a enep enez Mona, goude bet savet a greñvlec'h war ribl ar stêr Deva / Dee.
.../...
lakaet da dec'hout, Neron en emlazh e ti Phaon, etre straejoù Salaria ha Nomentane, pevar mildouar eus Roma, gant un taol gougleze en e gouzoug, an 11 Mezheven 68
Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- François Zosso ha Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. Paris 1994
IRIENN
e gwengolo 39, caligula a zo monet de vet e armeou a enep ar pobloù german. Ar champagne a zo bet bounteet d'ar bloazh war lec'h dre fazi aon an impalaer eus un irienn a enep on.Lepidus a oa deuet a benn da vezañ karet gant Agippine ha Livilla, gant ar c'hoant kaout o chikour evit out an tron. Lazhet eo bet diouzhtu evit an aferioù se. Caligula en deus lavaret ivez e vefe ret lazañ gnaeus cornelius lentulus gaetulicus, an den anavezet eus germania uhelañ, hag e erlec'hiadenn gant servius sulpicius galba. Met ne ouzomp ket c'hoazh ma oa liammet gant lepidus pe get.Agrippine hag Livilla a zo bet staget da enezenoù pontines.Lucius a zo bet dispartiaet eus e vamm marteze an devezh se.