Tan-gwall bras Roma
Tan-gwall bras Roma | |
---|---|
Tan-gwall Roma, gant Hubert Robert | |
18 a viz gouere 64 – 24 a viz Gouere 64 (6 devezh, 7 noz) | |
Seurt | Tan-gwall |
Disoc'h | Tri c'harter distrujet Seizh karter mazaouet Milieroù a dud lazhet War-dro 200 000 den dic'houdor |
Tan-gwall bras Roma a c’hoarvezas e kêr Roma dindan renad an impalaer Neron.
Kregiñ a reas an tan-gwall e-kerzh an noz, d’an 18 a viz Gouere 64 (ante diem XV Kalendas Augustas, anno DCCCXVII a.U.c.), er Circus Maximus, hag padout a reas c’hwec’h devezh ha seizh nozvezh, en ur aloubiñ hogozik ar gêr a-bezh. Tri eus pevarzek rannvro (karter) Roma (an III, Isis et Serapis, an Xvet, Palatium, hag an XIvet, Circus Maximus) zo bet losket penn-da-benn, endra ma oa bet distrujet nebeutoc’h seizh karter all. N'eus nemet pevar c'harter a chomas dibistig (I Porta Capena, V Esquiliae, VI Alta Semita ha XIV Transtiberim). Milieroù a dud a varvas ha war-dro daou-c'hant-mil den a chomas dic’houdor. Meur a savadur publik ha monumantoù a voe distrujet, hag ivez 4 000 insulæ ha 132 domus.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare an tan-gwall, kêr Roma, tost d'he bog, a oa unan eus pennañ kêrioù-mamm an Henamzer. War-dro 800 000 den a oa o chom enni.
D’ar mare-se e oa bet meur a dan-gwall e Roma, e-giz ma oa en darn vuiañ eus ar c'hêrioù bras. Ar pezh a c’hoarveze alies, en abeg d’an doare sevel tiez : ar c’hoad a veze implijet kalz (evit al leur-zi, ar balkonioù, hag all), hag implijet e veze ivez ar brazoueroù evit sklêrijenniñ, keginañ pe dommañ an tiez. Hag ouzhpenn-se, ar ruioù strizh ha troidellus, hag an insulæ re dost an eil ouzh eben, a sikoure an tan d'n em ledañ.
Ar stourm enep an tan a oa graet e Roma gant seizh bagad gedourion (ar Vigiles urbani, gedourion gêrel), hag a oa ivez ur seurt polis. Ar pevarzek karter o doa pep a vagad evel-se (an excubitoria). Met en abeg d’an hevelep kudennoù (ar ruioù strizh ha troidellus) ha d'an diaes ma oa kas dour, e oant bet diaezet en o stourm.
Atebegezh Neron
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an tan-gwall, hervez ar vrud, e veze lâret e oa bet an impalaer Neron o seniñ al lirenn hag o kanañ war lein menez Quirinale, endra ma loske ar gêr, hag e veze kredet e oa eñ orin an tan-gwall. E gwirionez, edo Neron oc’h ehanañ e kêr e c’hanedigezh, Antium. En ur glevout ar c’heloù, dont a reas en-dro hag aozañ a reas ar sikour : kontañ a reer en deus digoret dorioù e balezioù evit gwareziñ ar re hep goudor ha roet boued dezho.
Ma n’en doa ket kemennet d’e servijourion entanañ ar gêr, talvezout a reas an tan-gwall evit adsevel anezhi hervez e c’hiz. Paeañ a reas e-unan meur a labour adsevel. Ledanaet e voe ar ruioù, hag ouzhpennet puñsoù. Lakaat a reas sevel ivez e balez nevez, an Domus aurea (Ti Aour), war venez Palatium ha war un tamm eus an Esquiliae. Kreskiñ a reas ar gasoni ouzh an impalaer e-touez ar senatored, bet argaset diouzh o farkeier.
Pa voe adsavet re vuan ur Roma nevez ha mentek, e voe sellet outañ e-giz atebeg an tan. Hervez ur vrud all, en dije bet c’hoant Neron da gemmañ anv Roma en hini Neropolis (kêr Neron). Met Neron a lakas ar gristenien hag ar yuzevien da vezañ atebegion, ha reiñ a reas urzh d’o lazhañ. N’ouzer ket re hiziv abeg an tan-gwall. Hogen diouzh studioù nevez, Neron a vefe digablus.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Quo Vadis ?, gant Henryk Sienkiewicz (1900), dezneuziet meur a wech e stumm pezhioù-c'hoari pe filmoù.