Claudia Octavia

Eus Wikipedia
Poppea a zegas penn Claudia Octavia da Nero, gant Giovanni Muzzioli (1876)

Claudia Octavia a oa kentañ pried an impalaer roman Neron. Merc'h e oa da Glaoda Iañ ha da Vessalina. Goude marv he mamm hag eured he zad da Agrippina e teuas da vezañ c'hoar-gaer Neron.

E 53, d'he 12 vloaz, e voe roet da bried da Neron, a oa 16 vloaz. Plijout a rae Octavia d'ar bobl roman, met Neron a gasae o eured. Pa zeuas e vestrez Poppea da vezañ dougerez, e argasas e wreg hag e harluas anezhi e Pandataria. Pa voe gouvezet kement-se gant ar bobl e savas trouz abalamour dezhi.

Neuze e voe lazhet Claudia Octavia war urzh Neron, d'an 19 a viz Mezheven 62.


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]