Valeria Messalina

Valeria Messalina,[1] a-wechoù Messallina pe Messalina hepmui, (war-dro 17/20 – 48) a oa un Impalaerez roman ha trede pried an Impalaer roman Claudius. Keniterv e oa d'an impalaer Nero, keviniantez d'an impalaer Caligula, ha gournizez d'an impalaer Augustus. Galloud ha levezon he devoa, ha brud a vuhez fall ha gwallskouerius. Iriennañ a reas a-enep d'he gwaz, tapet e voe, ha lakaet d'ar marv.
Taolenn
Ar skridoù istorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daou skrid dreist-holl zo
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Messalina a oa eil bugel, ha merc'h kentañ, Domitia Lepida ar Yaouankañ hag he c'henderv Marcus Valerius Messalla Barbatus[2][3].
He zad a oa mab da Marcus Valerius Messala Barbatus Appianus [4], anezhañ ur c'h- Claudius Pulcher a ouenn (mab da Appius Claudius Pulcher, konsul e 38 kent JK) advabet gant Marcus Valerius Messala, cos. suff. 32 kent JK[5][6]. E vamm e oa Claudia Marcella Minor.
Breur henañ Messalina, Marcus Valerius Messalla Corvinus, a vo konsul e 58. He mamm a oa bugel diwezhañ ar c'honsul Lucius Domitius Ahenobarbus hag Antonia Major. Domitia Lepida he doa ur c'hoar hag ur breur koshoc'h: Domitia Lepida an Henañ, ha Gnaeus Domitius Ahenobarbus.
Domitius a oa kentañ pried Agrippina ar Yaouankañ, a vo impalaerez, ha tad krouer an impalaer Nero, ha gant se e oa Nero kenderv da Messalina daoust ma oa hi 17 vloaz koshoc'h. Mammoù-kozh Messalina Claudia Marcella hag Antonia Major a oa div hanterc'hoar. Claudia Marcella, he mamm-gozh a-berzh tad, a oa merc'h da Octavia, c'hoar Augustus dre he dimeziñ da Gaius Claudius Marcellus Minor. Antonia Major, mamm-gozh Messalina a-berzh mamm, a oa merc'h henañ Octavia dre he dimeziñ da Marcus Antonius, ha moereb e oa da Claudius.
Ganet e oa he zad e -12, ha gant brud e diegezh e c'halle bezañ engortoz da vezañ anvet da gonsul a-benn by 23. Ne voeket anvet da gonsul, ma kreder e varvas a-raok.[7]He mamm a zimezas neuze d'ar c'honsul Faustus Cornelius Sulla Lucullus III, gourvab d'an diktatour Lucius Cornelius Sulla. Faustus ha Lepida o doe urmab war-dro ar bloaz 22, Faustus Cornelius Sulla Felix, lezvreur Messalina. Faustus a voe konsul e 52.
Ganet ha maget e voe Messalina e Roma moarvat. N'ouzer ket kalz tra eus he buhez a-raok hec'h eured da g-Claudius e 38.
Dimezet da g-Claudius[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pe e 37 pe e 38 e timezas Messalina d'he c'henderv Claudius, a oa 48 vloaz neuze. E-pad renerezh an impalaer Caligula, kenderv dezhi ivez, hag a badas pevar bloaz (37-41), e oa ur vaouez pinvidik, a levezon, e lez he c'henderv.
Claudius a oa eontr da Caligula, a-berzh e dad, ha brasoc'h-bras e levezon hag e vrud. Dimeziñ dezhi a reas Claudius evit kreñvaat al liammoù e diabarzh an tiegezh. Messalina a deuas neuze da vezañ lezvamm Claudia Antonia, merc'h Claudius hag e eil pried Aelia Paetina.
Daou vugel he doe Messalina :
- o merc'h Claudia Octavia (ganet e 39 pe 40), a vo impalaerez, lezc'hoar ha pried kentañ an impalaer Nero;
- ur mab, Britannicus (ganet e 41).
D'ar 24 a viz Genver 41 e voe lazhet Caligula hag e diegezh gant iriennerien renet gant Cassius Chaerea, hag en deiz-se en-eeun, ar Warded praetorian a embannas Claudius da vout impalaer ha Messalina da vout implalaerez.
Impalaerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Messalina a deuas da vout galloudusañ maouez a oa en Impalaeriezh roman penn-da-benn. Enorioù e-leizh a veze roet dezhi : gouel ofisiel e oa deiz he ganedigezh, delwennoù dezhi a voe savet er gwilerioù, gwir he devoa da azezañ er renk kentañ er c'hoarivaoù, evel ar vestalezed. Ar Sened a c'hoantae reiñ dezhi an tilt a "Augusta", met nac'het e voe kement-se gant Claudius.
E 43 e voe un dibunadeg soudarded war an ton bras evit lidañ trec'h Claudius en Enez Vreizh. Messalina a deue da-heul e garr en ur c'harr all goloet hag a-dreñv dezhi e kerzhe ar jeneraled (Suetonius).
Evel impalaerez he devoa levezon bras nemet diasur e oa he dazont. Claudius a oa kozhik, a c'halle mervel trumm, hag he mab Britannicus a vije impalaer neuze, nemet yaouankik e oa c'hoazh. Evit en em ziwall ha suraat dazont he bugale e klaskas Messalina tennañ kuit diwar o hent kement hini a c'halle bezañ un dañjer bennak. E-touez an dud feal da Messalina e oa ar c'honsul Lucius Vitellius an Henañ en devoa goulennet bezañ aotreet da dennañ he botoù dezhi. Dre ma oa dall an impalaer Claudius gant ar garantez ouzh e wreg e oa aes da Messalina c'hoari gantañ evel ma kere, hag e lakaat da harluañ pe da lazhañ neb a gare. kement-se a c'hoarvezas gant ar prederour roman Seneca ar Yaouankañ; nizezed Claudius, Julia Livilla ha Julia; Marcus Vinicius (pried Julia Livilla); ar c'honsul Gaius Asinius Pollio II (gwelout Vipsania Agrippina), Poppaea Sabina goshañ (mamm an Impalaerez Poppaea Sabina, eil pried Neron), ar c'honsul Decimus Valerius Asiaticus ha Polybius. Claudius a oa brudet da vezañ aes da dreiñ-distreiñ gant e wragez ha tud disklavet.
Ur skouer anavezet mat da ziskouez e klaske Messalina kaout an dizober eus he c'hevezerezed a voe pa zistroas Agrippina ar Yaouankañ eus hec'h harlu goude ar 14 a viz Genver 41. Agrippina a oa nizez da g-Claudius, merc'h d'e vreur Germanicus hag emzivadez. Kompren a reas Messalina e c'halle mab Agrippina, Lucius Domitius Ahenobarbus (a vo an impalaer Neron) bezañ war-hent he mab-hi ha kas a reas muntrerien da grougañ Neron e-pad e gousk-aez. padostajont eus e fled e weljont un dra a gredas dezho e oa un naer e-kichen e c'houbenner, ma tec'has ar wazed gant ar spont. War a seblant ne oa nemet ur c'hroc'hen-naer.
Gwall vrud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gwall boltred a ra Tacitus ha Suetonius eus Messalina. Dismegañsus e oa, dichek, kriz, pizh, diroll he c'hoantegezhioù, nimfomaniak, marteze abalamour d'an doare fall ma oa bet savet. Kalz maouezi a oad hag a renk ganti a veze o c'hoari an diaoul hag e bevar, met evelti ne oa ket nemeur diouzh krediñ an daou istorour.
Un istor zo brudet diwar he fenn ma kenstrivas gant ur c'hast a-hed un nozvezh gasterezh. Kement-se a deu eus Levrenn X Istor naturel Plinius an Henañ ma kont an oberour e padas 24 eur o c'henstrivadeg hag e c'hounezas Messalina gant 25 gwaz. Ne lavar ket Plinius anv ar vaouez all, met e 1640 e voe anvet Scylla gant ar barzh saoz Nathaniel Richards en e levr The Tragedy of Messalina, Empress of Rome, embannet e 1640. Ha Robert Graves en e romant Claudius the God a lavar Scylla anezhi ivez.
Hervez ar skridoù roman e ouie c'hoari gant c'hoantoù ar c'horf da gadarnaat he galloud, e rene ur fouzhlec'h dindan ur falsanv, hag e aoze orgedoù evit ar maouezed a renk uhel, e kemere perzh er politikerezh hag eouie gwerzhañ he levezon d'ar Romaned pinvidik ha d'an estrenien.
Flemmgan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Juvenal ivez a sko bazhadoù ganti en e Flemmgan VI :
Sed un droidigezh vrezhonek:
|