Alfred Jarry

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Alfred Jarry
Alfred Jarry
Alfred Jarry
Ganet 8 a viz Gwengolo 1873
Laval
Marvet 1 a viz Du 1907
Pariz
Micher skrivagner

Alfred Jarry (Laval, 8 a viz Gwengolo 1873 - Pariz, 1añ a viz Du 1907), a oa ur skrivagner gall.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 8 a viz Gwengolo 1873 e voe ganet Alfred Jarry e kêr Laval. Caroline Quernest, e vamm, a guitaas he fried, Anselme Jarry, e 1879, gant o bugale : Alfred hag e c'hoar, Charlotte.
E lise Sant-Briag e chomas Alfred betek an eilvet klas, mat-tre e labouras ennañ.
D'e zaouzek vloaz e krogas da skrivañ e-unan komzoù-plaen ha gwerzennoù, ha pa guitas Sant-Briag e 1888 en doa paket prizioù a-leizh. Dilojañ da Roazhon a reas e vamm hag he bugale.

Eno, er c'hlas kentañ (rhétorique), en em gavas gant un dudenn a-bouez bras en e skridoù da zont : Félix Hébert, e gelenner war ar fizik. Ur c'helenner iskis e oa, evit doare.
Ur c'heneil da Alfred a skrivas diwar e benn ur pezh flemmus ha farsus anvet Les Polonais. Diwar-se e voe skrivet Ubu roi gant Alfred Jarry.
Ar paourkaezh kelenner a dapas e begement e meur a bezh-c'hoari dindan lesanvioù all : P.H., Père Heb, Eb, Ebé, Ebon, Ebance, Ebouille...

Tremen a reas Alfred e vachelerouiezh gant ur meneg "mat" e 1889. E lise Henri IV e Pariz e teskas ar brederouriezh. E koulz e tremenas ar Père Heb da vezañ ar Père Ubu. Kenderc'hel a reas da skrivañ.
E 1893 e varvas e vamm ; un taol kreñv e voe evitañ rak betek-henn en doa tremenet e vuhez a-bezh ganti. Daou vloaz goude e voe gourc'hemennet da ober e amzer-soudard ; met n'en doe ket da vont d'an arme, rak barnet e voe evel re zroch gant an ofisourien — anat eo en e skridoù en doa dismegañs evit ar brezel hag an arme.
E 1896 e kinnigas Le roi Ubu d'ur c'hoariva brudet, an Théâtre de l'Œuvre e Pariz ; asantet e voe c'hoari ar pezh. Freuz bras a voe graet gant ar pezh, ken feukus, nevez, ha flemmus ma oa d'an amzer-se.
C'hoariet e voe ivez e 1898 gant margodennoù embreget gant Alfred Jarry hepken.

Er bloaz 1906 e voe tapet e Alfred Jarry gant torzhellegezh an doagenn-empenn ; mervel a reas daou vloaz goude, d'an 3 a viz Du, paour-razh, e bered Bagneux.

Soñjoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un den iskis e oa Alfred Jarry, ur barzh, ur c'helaouenner, ur romantour, un troer, goapaus ha flemmus war an dro e bluenn, ne zigore ket e galon d'ar re all. Daoust d'e evañ re ec'h eo sklaer e oa troet da stourm a-enep feulster an arme, da c'hoapaat ar sistem, ar politikerezh ha drochded an dud a c'halloud.
Lakaet e vez ivez da Vestr gant ar surrealourien, ar pezh n'eo ket didalvoud !

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet en deus barzhonegoù ivez, ha krouet eo bet gantañ (pe kentoc'h gant an Doktor Faustroll, unan eus e dudennoù) ar 'Patafizik, hag a vefe ur skiant, pe ur c'hrakskiant — piv a oar ?, hini ar « solutions imaginaires, qui accorde symboliquement aux linéaments les propriétés des objets décrits par leur virtualité. ».

E galleg
  • Les Minutes de sable mémorial, barzhonegoù, Pariz, Mercure de France, Here 1894 • — En-linenn
  • L'Ymagier, kelaouenn diwar-benn an arzoù, Here 1894 – Kerzu 1895 • Gallica
  • César-Antéchrist, Pariz, Mercure de France, Here 1895 • Gallica
  • Perhinderion, kelaouenn diwar-benn an arzoù, Meurzh ha Mezheven 1896 • Gallica
  • Ubu roi, drame en cinq actes…, Pariz, Mercure de France, Mezheven 1896 • Gallica
  • Les Jours et les Nuits, roman d'un déserteur, Pariz, Mercure de France, Genver 1897 • — En-linenn
  • Ubu roi. Texte et musique, fac-similé autographique, Pariz, Mercure de France, 1897
  • L’Amour en visites, Pariz, Éditions Pierre Fort, Mezheven 1898
  • Almanach du Père Ubu illustré (janvier, février, mars 1899), lesanvet « Petit Almanach », Kerzu 1898[1]
  • L'Amour absolu, Mercure de France, 1899 • Adembannadur 1932
  • Ubu enchaîné, gant Ubu roi ha La Chanson du décervelage en e raok, Pariz, Mercure de France, 1900 • Gallica
  • Ubu roi, doare diwezhañ, Paris, Éditions de La Revue blanche, 1900
  • Almanach illustré du Père Ubu (XXe Siècle) 1er janvier 1901, Kerzu 1900 • Gallica
  • Messaline, roman de l'Ancienne Rome, Paris, Éditions de La Revue blanche, 1901
  • Le Surmâle, roman moderne, Pariz, Éditions de La Revue blanche, 1902 • En-linenn
  • Par la taille, un acte comique et moral en prose et en vers pour esjouir grands et petits, Pariz, Éditions Edward Sansot, 1906
  • Ubu sur la Butte, Pariz, Éditions Edward Sansot, Mae 1906
  • Le Moutardier du pape. Opérette bouffe en trois actes, Bussières, 1907
  • Albert Samain (Souvenirs), Pariz, Éditions Victor Lemasle, 1907
E brezhoneg

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]