Mont d’an endalc’had

Robert Jordan

Eus Wikipedia
Robert Jordan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert Jordan Kemmañ
Anv-bihanRobert Kemmañ
Anv-familhJordan Kemmañ
LesanvRobert Jordan Kemmañ
Deiziad ganedigezh17 Her 1948 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCharleston Kemmañ
Deiziad ar marv16 Gwe 2007 Kemmañ
Lec'h ar marvCharleston Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvamyloidosis Kemmañ
Lec'h douaridigezhSaint James Goose Creek Cemetery Kemmañ
PriedHarriet McDougal Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherofiser, skrivagner, romanter, skrivagner skiant-faltazi Kemmañ
Bet war ar studi eThe Citadel Kemmañ
Deroù ar prantad labour1977 Kemmañ
Relijion pe kredennIliz anglikan Kemmañ
BrezelBrezel Vietnam Kemmañ
Skour luUnited States Navy Kemmañ
Oberenn heverkRod an amzer Kemmañ
Tachennheroic fantasy, fantazi Kemmañ
Levezonet gantJohn Ronald Reuel Tolkien Kemmañ
Prizioù resevetDistinguished Flying Cross, Bronze Star Medal, Inkpot Award Kemmañ
Robert Jordan e San Diego e 2005

Robert Jordan eo anv-pluenn ar skrivagner faltazi stadunanat James Oliver Rigney, Jr.. Ganet e oa bet e 1948 e Charleston (Karolina ar Su, Stadoù-Unanet) hag aet da anaon d'ar 16 a viz Gwengolo 2007.

Bet eo soudard e-pad daou vloaz da vare brezel Viêt Nam (eus 1968 da 1970) en arme stadunanat, e-lec'h ma tapas meur a vedalenn. Kanolier e oa en ur viñsaskell. Goude e zistro eus Viêt Nam ez eas war studi ar fizik en ur skol eus an arme. Ur wezh tapet gantañ e skrid-testeni e labouras evit ar morlu stadunanat evel ijinour arbennikaet war an energiezh nukleel. Stagañ a reas da skrivañ e 1977.

Pitilh e oa gant an Istor. Plijout a rae dezhañ chaseal, pesketa, bageal, c'hoari poker pe an echedoù, ha dastum kornioù-butun ivez. Deskrivañ a rae anezhañ e-unan evel un ezel eus an Iliz eskobel hag eus an "Iliz Uhel"[1] ha sakramantiñ a rae meur a wezh bep sizhun[2]. Edo o vevañ en un ti savet e 1797 gant e wreg Harriet McDougal, a oa o labourat evel embannerez levrioù (evit Tor Books hiziv an deiz ; embannerez Jordan e oa ivez)[3].

Hervezañ ne zeue ket e anv-pluenn, "Robert Jordan", eus haroz pennañ levr Ernest Hemingway, For Whom the Bell Tolls, met eus ur roll savet gantañ diwar lizherennoù e anv[4].

Gant anvioù-pluenn all en deus skrivet romantoù istorel (sinet "Reagan O'Neal") ha westernoù (sinet "Jackson O'Reilly").

D'an 23 a viz Meurzh 2006 en deus disklêriet e oa taget gant ur c'hleñved emzivat[5],[6] dibaot ha grevus, an amilozenn. Gant al louzeier roet dezhañ e c'hallje bezañ bevet pevar bloavezh tamm-pe-damm met lavarout a rae e oa mennet da vezañ trec'h war ar stadegoù. Skrivañ a reas diwezhatoc'h war e vlog Dragonmount evit broudañ e faned da nompas nec'hiñ ha da lâret e oa mennet da vevañ ur vuhez hir ha frouezhus o labourat e-pad 30 vloaz c'hoazh. Mervel a reas d'ar 16 a viz Gwengolo 2007[7].

The Wheel of Time (Rod an amzer) eo anv e oberenn anavezetañ. An hini ziwezhañ eus an dastumad The Wheel of Time e voe A Memory of Light. Kent e varv e skrivas Robert Jordan ul lodenn anezhi, ha roet en doa d'e wreg notennoù a-walc'h evit ma c'hallfed hec'h echuiñ. Homañ he doa disklêriet e vije echuet al levr gant Brandon Sanderson. Intañvez Jordan he deus choazet anezhañ goude lenn e zastumad Mistborn[8]. Embannet e voe e 2013.

  • Cheyenne Riders (1982), sinet Jackson O'Reilly

Dastumad ar Fallonoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Fallon Legacy (1981)
  • The Fallon Pride (1982)
  • The Fallon Blood (1995)
  • Conan the Defender (1982)
  • Conan the Invincible (1982)
  • Conan the Triumphant (1983)
  • Conan the Unconquered (1983)
  • Conan the Destroyer (1984)
  • Conan the Magnificent (1984)
  • Conan the Victorious (1984)
  • Conan: King of Thieves (1984)
  1. The Eye of the World (15 a viz Genver 1990)
  2. The Great Hunt (1990)
  3. The Dragon Reborn (1991)
  4. The Shadow Rising (1992)
  5. The Fires of Heaven (1993)
  6. Lord of Chaos (1994)
  7. A Crown of Swords (1996)
  8. The Path of Daggers (1998)
  9. Winter's Heart (2000)
  10. Crossroads of Twilight (2003)
  11. Knife of Dreams (2005)
  12. The Gathering Storm (2009)
  13. Towers of Midnight (2010)
  14. A Memory of Light (2013).

Oberennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet en deus Jordan ivez :

  • The World of Robert Jordan's the Wheel of Time (1998), ul levr diwar-benn ar bed m'emañ istor e romant The Wheel of Time o vont en-dro, gant Teresa Patterson.
  • New Spring: The Novel (2004), prequel : c'hoarvezout a ra an istor e bed The Wheel of Time 18 vloaz kent ar c'hentañ romant.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]