Kleñved rouez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kleñved emzivat)

Ar c'hleñvedoù rouez pe kleñvedoù emzivat zo kleñvedoù hag a sko nebeutoc'h evit 0,2 % eus ar boblañs. Hiziv an deiz e istimer ez eus etre 5 000 ha 8 000 kleñved a seurt-se. 80 % eus ar c'hleñvedoù-se zo a orin genetek.

Badezet eo bet ar c'hleñvedoù-se Kleñvedoù emzivat abalamour ma'z eo diaes evit abegoù ekonomikel diorren doareoù da bareañ un niver a glañvourien izel-kenañ (da skouer, ur ganedigezh diwar 100 000 - ur feur boutin evit ar c'hleñvedoù genetek ral- a dalvez war-dro daou glañvour bep bloaz e Bro-C'hall). Ar postadurioù arc'hant bras a vez ret evit kavout un doare da bareañ an dud a harz ouzh ar c'hoant saveteiñ an dud.


Ar c'hleñvedoù rouez en un nebeud sifroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lavaret e vez ez eo rouez ur c'hleñved pa vez skoet ganti nebeutoc'h evit un den diwar 2 000, da lâret eo, e Bro-C'hall, nebeutoc'h evit 30 000 den evit ur c'hleñved resis.
  • Kontañ a reer tost 8 000 kleñved rouez anavezet, 80 % anezho zo a orin genetek.
  • Pemp patologiezh nevez a vez deskrivet bep sizhun er bed. Etre 6 ha 8 % eus poblañs ar bed a vefe skoet, a bell pe a dost, gant ar c'hleñvedoù-se, da lâret eo 4 milion a C'hallaoued, 25 milion a Europeiz ha 27 milion a Amerikaned (er Stadoù-Unanet).
  • Un hanterkant kleñved rouez bennak a sko pep hini un nebeud miliadoù tud er Frañs, tra ma n'eo skoet nemet un nebeud kantadoù gant 500 kleñved all, pe zoken un nebeud degadoù a dud hepken.


  • Da skouer e kaver e Bro-C'hall :
15 000 den klañv gant an drepanokitozenn
5 000 à 6 000 den klañv gant ar mukovisidoz
5 000 den skoet gant miopatiezh Duchenne
etre 400 ha 500 klañvour skoet gant al leukodistrofiezh
Un nebeud tud skoet gant ar progeria pe ar koshadur abred (nebeutoc'h evit 100 klañvour er bed).


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]