Chuck Palahniuk

Eus Wikipedia
Chuck Palahniuk

Charles Michael "Chuck" Palahniuk, ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1962, a zo ur c'hazetenner hag ur skrivagner flemmus amerikan, genidik eus ur familh a orin ukrainian. Chuck Palahniuk a zo bet ganet e Pascon e-barzh stad Washington. Hiziv an deiz e vev e Vancouver (Washington). Brudet eo abalamour d'ar prizoù en deus resevet evit e levr Fight-Club, implijet diwezhatoc'h evit ober ur film er sinema gant David Fincher d'e seveniñ. En e levrioù e taol ur sell kinek, prederiet hag a-wechoù fentus war hor bed.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Palahniuk a zo bet ganet e Pasco, e-barzh stad Washington, ha tremen a reas e vugaleaj gant e dud Carol ha Fred Palahniuk en ur mobil-home staliet e-kichen Burbank. Diwezhatoc'h pa zimezas e dud, e veve aliesoc'h gant e dud-kozh en ur ranch e reter Washington.

Pa oa 20 vloaz, Palahniuk a oa bet degemeret e skol-veur kazetennerezh Oregon. Tapout a reas e arnodenn e 1986. E-pad e studioù e labouras en National Public Radio e Eugene, e stad Oregon. Goude-se ez eas war-zu Portland. Goude bezañ labouret e pad ur brantadig evit ar gazetenn lec'hel, ez eas da labourat evit ar gevredigezh Freightliner (ur gevredigezh karrdiour) evel mekanikour a-raok ma rafe eus ar skrivañ e vicher da vat. Hag e-pad ar c'houlz-se e skrivas ivez levrioù-dorn evit mekanikoù hag ur gargig en doa e-barzh ur gazetenn (Met james Palahniuk na distroas d'e vicher a gazetenner).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Romantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Fugitives and Refugees: A Walk in Portland, Oregon (2003)
  • Stranger Than Fiction: True Stories (2004)
  • Un dastumad danevelloù da vezañ embannet e fin 2007