Agostino Carracci
Neuz
Agostino Carracci, pe Caracci (hag Augustin Carrache gant ar C'hallaoued), a oa ganet e Bologna d'ar 16 a viz Eost 1557 ha marvet e Parma d'an 22 a viz Meurzh 1602, a zo ul livour eus an Azginivelezh italian.
Breur e oa da Annibale Carracci, ha kenderv da Lodovico Carracci.
Brudet eo e bennoberenn Komunion Sant Girolamo a zo bremañ e Mirdi al Louvre). Sikour e vreur Annibale a eure Agostino da ober ul lodenn eus al labour er Palez Farnese. Brudet eo ivez evel engraver. Ouzhpenn da se e savas ur studienn a bellwelad ha tisaverezh evit Akademiezh Bologna.
Ober a reas livadurioù evit bout engravet ha lakaet el levr I Modi.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- San Francesco riceve le stimmate, 1575-1577, eoullivadur war lien, 208 x 139 cm, Vienna, Kunsthistorisches Museum.
- Ritratto di un gentiluomo, 1584-1590, eoullivadur war lien, 68 x 54 cm, Tulsa, Philbrook Museum of Art.
- Deposizione nel sepolcro, 1586, eoullivadur war lien, 191 x 156 cm, Sankt-Peterbourg, Mirdi ar Peniti.
- Susanna e i vecchioni, 1590-1600, eoullivadur war lien, 162 x 111 cm, Sarasota, Ringling Museum of Art.
- Comunione di san Gerolamo'' 1592, eoullivadur war lien, 376 x 224 cm, Bologna, Pinacoteca nazionale.
- Assunzione della Vergine, 1592-1593, eoullivadur war lien, 349 x 209 cm, Bologna, Pinacoteca Nazionale.
- Triplo ritratto Arrigo peloso, Pietro matto e Amon nano, 1598, eoullivadur war lien, Napoli, Museo di Capodimonte.
- Democrito, 1598, eoullivadur, Napoli, Museo di Capodimonte.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Engravadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Paris hag Oenone
-
Angelique ha Medor
-
Alkibiades ha Glycere
-
Bachus hag Ariane
-
Enee ha Didon
-
Kehelerezh Priapos
-
Ar Satir hag an Nimfenn
-
Mars ha Venus
-
Polyenos ha Chrisis
-
Ar satir hag e wreg