Mont d’an endalc’had

The Wheel of Time

Eus Wikipedia

The Wheel of Time (Rod an amzer, e brezhoneg) zo un heuliad romantoù faltazi hanezel skrivet gant ar skrivagner stadunanat James Oliver Rigney Jr., dindan al lesanv Robert Jordan. Da gentañ e tlee bezañ un heuliad 6 levrenn. Deuet da vezañ un heuliad 11 romant embannet, gant ul lodenn ouzhpenn da vezañ embannet hepdale, a vo moullet e teir levrenn. Rigney a grogas da skrivañ ar c'hentañ levrenn, The Eye of the World (Lagad ar bed), e 1984 hag e oa bet embannet e miz C'hwevrer 1990[1].

Mont a reas R. Jordan da anaon pa oa oc'h aozañ al lodenn ziwezhañ eus Rod an amzer. Klokaet e vo gant ar skrivagner romantoù faltazi Brandon Sanderson. Mont a ray teir levrenn d'ober al lodenn-se hag e tlefent bezañ embannet a-benn miz Du 2009, miz Kerzu 2010 ha miz Du 2011[2].

Awenet eo an oberenn gant mitologiezh Europa hag Azia, dreist-holl gant an naoutur e tro an amzer a gelc'hiadoù a gaver en Hindouegezh hag er Voudaegezh ha gant meiziadoù ar c'hempouezh, an daouegezh hag an doujañs evit an natur a gaver en Daoegezh. Awenet eo ivez un tamm gant oberenn Leo Tolstoy Brezel ha peoc'h[3].

Hir-kenañ ez eo Rod an amzer. Ar bed faltazi a gaver ennañ zo deskrivet dre ar munud hag un niver bras a dudennoù zo ennañ. Ur reizhiad hudouriezh dibar en deus savet ivez A-benn an 12 a viz Eost 2008 e oa bet gwerzhet en tu all da 44 milion a skouerennoù eus al levr er bed a-bezh[4] ha savet e oa bet ur c'hoari war urzhiataer, ur c'hoari roll hag un albom sonerezh.

Bed Rod an amzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù an amzer, un doue anvet ar C'hrouer en deus savet an Hollved ha Rod an amzer, a nez buhez ar wazed hag ar maouezed dre ma tro. Ar rod he deus seizh skin, pep hini anezhe o taolenniñ un oadvezh, ha lakaet e vez da dreiñ gant ar Galloud nemetañ, a red diouzh ar Vammenn wirion. Ar Galloud nemetañ zo rannet en hanterennoù mal ha gwregel, ar saidin hag ar saidar, a labour an eil a-enep egile hag an eil a-du gant egile da ren ar Rod. An dud zo barrek d'ober gant ar galloud-se zo anvet kanouc'hellerien. An aozadur pennañ a vod hevelep kanouc'hellerien el levrioù a zo anvet an Tour gwenn hag a vod maouezed anvet Aes Sedai pe 'Servijerien an holl' er yezh kozh. Gwezhall e oa ivez gwazed Aes sedai.

Ar C'hrouer a vac'has e eneb, Shai'tan, aotrou an deñvalijenn, da vare krouidigezh ar bed, troc'het diouzh ar Rod. Koulskoude, en ur grez anvet Oadvezh ar mojennoù, un taol-arnod renet gant an Aes Sedai a doullas prizon Shai'tan, ar pezh a roas an tu d'e levezon da c'hoari war ar bed. Dastum a reas heulierien galloudus, breinet pe c'hoantek da gaout muioc'h a enorioù ha strivañ a reas ar re-se da zieubiñ aotrou an deñvalijenn penn-da-benn diouzh e brizon, dezhañ da c'hallout adstummañ an amzer hag ar gwirvoud diouzh e c'hoant. A-enep d'ar gourdrouz-se, ar Rod a nez un aerouant, ur gwaz kanouc'heller, bras-kenañ e c'halloud, pa vez ezhomm da vezañ kampion ar sklêrijenn. En oadvezh ar mojennoù, an aerouant a oa un den anvet Lews Therin Telamon, a gemeras penn an Aes Sedai hag o c'hevredidi ar stourm a-enep heulierien aotrou an deñvalijenn.

Goude ur brezel dek vloaz start-kenañ, a grogas ur c'hantved goude torridigezh prizon Aotrou an deñvalijenn, Telamon a roas an trec'h d'e gostezenn a-drugarez d'un argadenn her graet tre el lec'h ma tigore ar prizon-mañ er bed, en degouezh-se e teuas a-benn da brennañ anezhi. Koulskoude, da vare ar viktor-se, Aotrou an deñvalijenn a saotras ar saidin, ar pezh a lakaas kanouc'hellerien val ar Galloud nemetañ da vont foll. Ar ganouc'hellerien val a zistrujas ar bed gant ar Galloud nemetañ, a lakas krenoù-douar ha dourioù-beuz da zirollañ ken e oa adstummet ar blanedenn penn-da-benn. Lews Therin, o rener, a lazhas holl e vignoned, e diegezh, hag eñ e-unan en diwezh en e follentez. A-bennar fin e oa lazhet pe troc'het diouzh ar Galloud nemetañ ar c'hanouc'heller mal diwezhañ. Diouennet e oa bet an dud ha distrujet e oa o sevenadur. Ne chome ken ar maouezed a gement a oa gouest da ober gant ar Galloud nemetañ dizañjer. An Aes Sedai a adsavas hag a heñchas an denelezh er-maez ar prantad teñval-se. Un diougan hag a zisklêrie e teufe a-benn Aotrou an deñvalijenn d'en em zieubiñ diouzh e brizon hag e vefe ganet en-dro an aerouant da dalañ outañ adarre, Hennezh a zistrujfe adarre ar bed en ur saveteiñ anezhañ diouzh Aotrou an deñvalijenn.

E-doug an tri mil ha pemp kant bloavezh da-heul e tistroas Mab-den d'ul live teknologiezh heñvel ouzh hini ar Grennamzer (Daoust ma seblant tostoc'h ensavadurioù sevenadurel ha hengounioù zo da re an XIXvet kantved), gant ur c'hemm : gwirioù ar merc'hed zo par da re ar baotred er pep brasañ eus ar c'hevredigezhioù, ha trec'h int dezhe e lod anezhe zoken (e Far madding da skouer). Dont a ra ar c'hemm-se eus galloud ha levezon an Aes Sedai, merc'hed anezhe hepken abaoe distruj ar bed, zo tremenet er vuhez pemdez.

Un nebeud brezelioù bras o deus graet o reuz er c'hevandir pennañ abaoe ma oa trec'het aotrou an deñvalijenn, evel Brezelioù an Drolloked, pa glaskas an heulierien eus aotrou an deñvalijenn a chome distrujañ ar sevenadurezh ur wezh ouzhpenn ha pa voent faezhet gant ur c'hevredad broadoù renet gant an Aes Sedai ; hag ar Brezel kant vloaz, ur brezel diabarzh spontus a ziwanas goude diskar un impalaeriezh renet gant ar roue-uhel, Artur Hawkwing. Mirout a reas ar brezelioù-se ouzh Mab-den a c'hounit en-dro ar galloud hag an deknologiezh uhel en doa en Oadvezh ar mojennoù, hag e lezas an dud rannet e meur a gostezenn. Lufr an Aes Sedai zoken a oa izelaet, pa zigreske o niver tamm-ha-tamm ha pa ziwane aozadur Bugale ar gouloù, un urzh soudarded a zalc'he e oa heulierien eus an Deñvalijenn eus an holl a rae gant ar Galloud nemetañ. Dont a reas ar broadoù a-benn da unaniñ e-pad ur pennad a-enep brezelourien ar c'hlanioù Aiel, pa dreuzjont rouantelezhioù ar c'hornôg da seveniñ o veñjañs goude gouzañv ur gunujenn spontus, met re a enebiezh zo kenetrezo da labourat a-zevri asambles e tachennoù all.

Levrioù an heuliad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
# Titl Pajennoù Rannoù Gerioù 1añ embannadur Notennoù
0. New Spring 332 26 121,815 miz Genver 2004
1. The Eye of the World (Lagad ar bed) 832 53 305,902 15 a viz Genver 1990
2. The Great Hunt (an hemolc'h bras) 736 50 267,078 15 a viz Du 1990
3. The Dragon Reborn (an aerouant distroet) 704 56 251,392 15 a viz Here 1991
4. The Shadow Rising (an deñvalijenn o kreskiñ) 1008 58 393,823 15 a viz Gwengolo 1992 No Prologue
5. The Fires of Heaven (tanioù an neñv) 992 56 354,109 15 a viz Here 1993
6. Lord of Chaos (Aotrou ar c'haos) 1024 55 389,264 15 a viz Here 1994 First with an Epilogue
7. A Crown of Swords (ur gurunenn klezeoù) 896 41 295,028 15 a viz Mae 1996
8. The Path of Daggers 704 31 226,687 20 a viz Here 1998
9. Winter's Heart (kalon ar goañv) 800 35 238,789 7 November 2000
10. Crossroads of Twilight 864 30 271,632 7 a viz Genver 2003 Also has an Epilogue
11. Knife of Dreams (kountell hunvreoù) 793 37 315,163 11 a viz Here 2005 Also has an Epilogue
12. The Gathering Storm (war-dro 300,000+ ger[5]) 3 a viz Du 2009 Da vezañ peurechuet gant Brandon Sanderson
13. Shifting Winds (titl labour) (war-dro 300,000+ ger[5]) da vezañ embannet e 2010 Da vezañ peurechuet gant Brandon Sanderson
14. Tarmon Gai'don (titl labour) (war-dro 250,000+ ger[5]) da vezañ embannet e 2011 Da vezañ peurechuet gant Brandon Sanderson
hollad : 9685 528 3,430,682



  1. Rolling Up The Wheel of Time Panel (Worldcon 2008)
  2. Splitting AMOL, gant Brandon Sanderson, 2009-03
  3. Atersadenn eus Robert Jordan - SFX Magazine Nnn 16, miz Gwengolo 1996
  4. "Universal Spinning The Wheel of Time", Variety, 12/08/2008
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Splitting AMOL. www.BrandonSanderson.com. Kavet : 2009-03-30.