Mont d’an endalc’had

Daoegezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Taoegezh)

Daoegezh (sinaeg 道教 , pinyin dàojiào, "kentelioù an hent"), a reer er C'hornôg eus doare relijiel hepken ur gelennadurezh gwriziennet e Sina an Neolitik hag a greskas war-du kredennoù hengounel ar bobl sinaat ( 宗教 , zōng jiào, "kentelioù an hendadoù"), a droas da brederouriezh ( 道家 , dàojià, "lignez an Dao") ha neuze da relijion ( 道敎 , dàojiào, "kentelioù an Dao"), hep dilezel an dremened., kent bezañ kevanaozet er 4re kantved KJK ha levezoniñ Azia ar Reter e-pad tremen daou vilved[1].

Ur c’heal kornogel eo an diforc'hañ etre prederouriezh ha relijion evit tud Azia hag ar bed muzulmat : kent ma voe kroget da dreiñ levrioù kornogel e sinaeg 150 vloaz zo hepken ne oa ger sinaek ebet evit "prederouriezh" ha "relijion". Zhexue ha zōng jiào a voe goveliet neuze, met dre jià ("lignez") pe jiào ("kentel") en em dermen an Daoegezh, ar Vouddhaegezh hag ar Gonfusianegezh e Sina[2].
Daoust d'an Daoegezh bezañ unan eus froudoù pennañ Sina a-hed kantvedoù ne c'haller ket neuze he lakaat en eil rumm pe egile, pa n'eo nag ur brederouriezh nag ur relijion – hag an div war an dro, ar pezh a zo feal da geal an Dao.
An Dao e-unan, da lavaret eo ar bennaenn a reol an hollved ha dre se reizhiad peurvadelezh kement tra a zo ennañ, a oa bet dodenn an holl brederourien e Sina gozh kent ma vije tud anvet "daoidi"[3].

Orin an Daoegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adal an Neolitik e voe Sinaiz oc’h azaouiñ an Heol, al Loar, an Douar, an Neñv, lod steredennoù, hag o kehentiñ ganto ha gant al loened. Diwezhatoc’h ez emdroas ar relijion gentidik-se en un dastumad hengounioù relijiel kenelek bet anvet Shenegezh ( 神教 , shénjiāo, “kentelioù ar speredoù”)[4] a zo bet kredenn an darn vrasañ eus Sinaiz a-hed Istor sevenadurel Sina betek hiziv an deiz[5].
An henvojennoù sinaat ha kehel an hendadoù, ar speredoù naturel, klanel, kêrel ha broadel a ya da sevel ar Shenegezh, kevret gant azeul harozioù, hanterzoueed hag an aerouant sinaat[6].
N'eo ket relijion ar bobl e Sina unan frammet gant ur penngelennadur hag ur c'hloer ; reizh eo avat tostaat he ferzh e Sina da hini ar Shintoegezh e Japan, pa'z eo gerdarzh ar ger japanek shinto kar d'ar ger sinaek shén ( 神 ) petra bennak ma ne zeu ket an div relijion eus an hevelep orin.
Lod gouizieien a laka relijion ar bobl da skourr eus an Daoegezh, peogwir o deus an Daoidi ensavadurel klasket enteuziñ ha reoliañ ar relijionoù lec'hiel. Ar c'hontrol rik eo e gwirionez : resisoc'h e vije sellet ouzh an Daoegezh evel ouzh ur skourr eus ar Shenegezh, peogwir eo relijionoù ar bobl hag ar Shenegezh a voe gwrizioù an Daoegezh.

Korf an Daoegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus relijionoù ar bobl e teuas ar Shenegezh neuze, ha diwarni e kreskas korf an Daoegezh dre gendeuziñ teir c'hredenn, staliañ ur gosmogoniezh diwar tri meizad ha kenderc'hiñ tri skrid-diazez.

Teir c'hredenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fenzi ( 元素 , fèn zĭ , “elfenn”) : pemp elfenn danvezel an hollved
Gant Tzu Yen (~325 KJK) e voe staliet damkan ar Pemp Elfenn, a lavar e teu kemmoù en hollved diwar etrewered an douar, an dour, ar c’hoad, ar metal hag an tan o ren a bep eil hag o krouiñ kelc'h an amzerioù hag ar remziadoù e Sina.
Diwar arver kelc'hiad ar pemp elfenn a-benn tizhout an divarvelezh e teu tuez alkimiek an Daoegezh.
  • An divarvelezh
Pal tuez relijiel an Daoegezh eo tizhout an hirhoal ha, pelloc'h, divarvelezh an ene dre hini ar c’horf. Dre ma ne ziforc’h ket an Daoidi etre danvez hag ene e lavaront ez eus eus un den ur c'hemmesk eus meur a elfenn danvezel (“ar c’horf”) ha speredel (“an ene”) a vez kendalc’het gant pennaenn ar vuhez ha stlabezet pa varv ar c'horf ; neuze e klask an Daoidi boueta pennaenn ar vuhez enno a-benn mirout skiant-prenet hag eñvor o c’horf hag evel-se tizhout ar glokted kentidik a zo un tamm eus peurglokted an Dao.
Doareoù ar fenzi a voe arveret da gentañ, ha diwezhatoc'h e voe graet gant an emsoñj, doareoù da analat, embregerezh-korf par d'ar yoga ha reolioù-boued a-benn ma kenderc'hje ar c'horf un "dourenn a zivarvelezh". Unan eus froudoù pouezus o tremen eus ar relijionoù poblel d'an Daoegezh eo ar gredenn en dud divarvel a veve en Inizi ar Re Venniget.
  • Inizi ar Re Venniget
Pemp enez wirion e oant evit Sinaiz. Hervez ar vojenn e krogas an inizi da neuñviñ war Mor ar Reter betek ma voe Daoidi o c'houlenn digant an doueoù galloudusañ o herzel. Harzet e voent gant div vaot a voe tapet gant ur ramz a lezas div enezenn e Mor ar Reter hag a gasas an teir all d'an Norzh.
War Inizi ar Re Venniget e vije kavet plant a adkasje ar re varv da vev, togoù-touseg a roje an divarvelezh, gwez an hirhoal hag andonioù pe buñsoù a vuhez. Er bloavezh 219 KJK e kasas an impalaer Qin Shi Huangdi (ren 246-210 KJK) un ergerzh d'an Inizi, a voe ur c'hwitadenn evel ar re all.
Taijitu, arouez c'hoari ar yin hag ar yang
  • Yin ( 阴 ) ha yang ( 阳 ) eo, hervez an Daoidi, daou bennderoù kement tra fetis pe zifetis a zo en hollved.
Yin zo benel, gouzañvus, gwan ha distrujer, yang zo gourel, oberiant, kreñv ha krouer. Dre ar c'henc'hoari etre yin ha yang e teu ar pemp elfenn hag ar c'hemmoù en hollved.
Brudet-bras eo arouez kenc'hoari an div bennaenn gontrol yin ha yang : ur c'helc'h ennañ daou benndolog empret, unan gwenn gant ur pik du hag unan du gant ur pik gwenn. Ur c'helc'h evit dañs-tro diziwezh ar pemp elfenn o c'hoari dre , ar penndologed da arouez deroù pep tra, ar gwenn enep an du, ar pikoù da ziskouez ez endalc'h pep pennaenn had he c'hontrol.
  • Wu xing, ar pemp fiñv
Difetis eo an elfennoù a zo kenderc'het gant yin ha yang, pa'z eus ur fiñv kelc'hel eus pep hini anezho, met dre pemp danvez ar fenzi e vezont aroueziet. Un urzh zo en o c'henderc'hadur gant yin ha yang (koad > tan > douar > metal > dour > prenn) hag un urzh er c'helc'h ma erlerc'hiont an eil eben (tan > dour > douar > koad > metal > tan)[7]. Pep tra a c'hall bezañ meizet dre wu xing, eme an Daoidi, ha kantadoù a daolennoù a voe savet da ziskouez kenglotadurioù etre an elfennoù hag ar rannamzerioù, ar reteriñ, al livioù, ar santadennoù, hag all.
  • Qi (氣, , "burezh / nerzh / anal" [diwar nerzh ar vurezh e sav golo ar pod ma vez ar riz o poazhañ])
Ar gremm a laka yin ha yang da genc'hoari eo  : pa vez nerzh yin war gresk e vez hini yang war ziskar, ha kenetre.
Ur meizad ledan eo  : pep tra en hollved, fetis pe zifetis, en deus unan – pep elfenn hengounel, pep boud, pep bro, pep urzh kevredigezhel, hag all – ha dre gresk ha diskar e fiñv yin ha yang a-dreuz ar pemp elfenn. Pep elfenn zo brudet da nerzhaat pa vez yang he ha da wanaat pa vez yin he  ; da skouer : pa vez yin ar c’hoad e vez yang an tan, nebeutoc'h a goad a vez kenderc'het, muioc'h a dan, ha dre ma klot ar c’hoad gant an nevezamzer hag an tan gant an hañv e laka ar c'henc'hoari-se an hañv da zont war-lerc'h an nevezamzer.

Tri skrid-diazez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dao De Jing ( 道德經 ) “Klaselour an Hent hag ar Perzh”
Sichenn an Daoegezh prederouriezhel eo an Dao De Jing. Diwezhatoc'h, pa voe lakaet da ziskuliadenn a-berzh an doueed, e voe sichenn an Daoegezh relijiel ivez kent levezoniñ al Lezennouriezh hag an Nevez-Konfusianegezh.
Den ne c'hall diogeliñ piv eo aozer an Dao De Jing. Er skrid lezennour Hanfei Zi en 3de kantved KJK e kaver ar c'hentañ meneg eus Lao Zi evel ur c'hempredad da Gonfusius (551-479 KJK) hag aozer an Dao De Jing. Mui-ouzh-mui a ouizieien a embann hiziv ez eo ar skrid-se un dastumad bet savet gant an Daoidi gentañ, met Lao Zi a reer eus an Dao De Jing ivez.
Hervez ar ouizieien a-vremañ e vije an darn vuiañ eus an Dao De Jing bet skrivet e deroù an 3de kantved, hag en 2vet evit a sell ouzh ar pozioù klotennaouet.[8]
Muioc'hik eget 5 000 kealarouez hepken ennañ ha rannet e 81 pennad, ur skrid galloudus eo an Dao De Jing dre e verrder end-eeun, pa ne c'haller ket e grennañ. Amspis eo an danvez anezhañ, ar pezh a ro digor da lies deveizadur gant meur a dud, ha gant un den hepken a-dreuz red e vuhez ; ne c'hall den disklêriañ ez eo an Dao De Jing fazius pe dreist skridoù all neuze. Meur a zodenn zo ennañ, eus kuzulioù diwar-benn ar politikerezh betek alioù evit buhez pemdeziek ar werin.
Petra bennak ma'z eus meur a gentel sinaek eus ar skrid, hag alese kantadoù a droidigezhioù e yezhoù all (24 d'an nebeutañ en alamaneg hepken) ez eo pennad kentañ an Dao De Jing brudet-bras er bed a-bezh peogwir e tiskouez pennaenn an Daoegezh diouzhtu :

An Hent a c'haller menegiñ n'eo ket an Hent peurbadel e-unan
An anv a c'haller envel n'eo ket an anv peurbadel e-unan
An divoud dizanv e oa anezhañ kent ma vije ganet ganedigezh an Neñv hag an Douar-Hollved
Ar boud anvet a c'hanas pep tra
Bezit neuze atav en divoud a-benn tizhout deroù an Hent
Met bezit atav er boud a-benn tizhout penn an Hent
Heñvel an eil ouzh egile eo divoud ha boud
Met disheñvel int pa strinkont
Peogwir int heñvel e reer kevrinoù anezho
Kevrin war gevrin
An dreuzikell da gevrinoù liesdoare

  • Zhuangzi (庄子 ) “Mestr Zhuang”
Evel ma vez an Dao De Jing anvet Laozi ivez hervez e aozer, goulakaet e oa Zhuangzi (~370-~301 KJK) an aozer eus ar skrid a zoug e anv.
War a hañval ez eo ar Zhuangzi ur c'hendastumad eus skridoù a orinoù liesdoare ; rannet eo e 33 fennad, ar 7 kentañ hepken (ar pennadoù "diabarzh") o vezañ diwar un dorn hepken, hini Zhuangzi marteze. Ar 15 pennad da heul (ar pennadoù "diavaez") a vije digant studierien Zhuangzi, hag an 11 pennad "liesdoare" diwezhañ gant heulierien ha displegerien all.
Perzh dibar ar skrid-se eo ar pennadoù "diabarzh" : kreñv eo an Daoegezh enno, met en un doare disheñvel diouzh kement skrid daoad all – a-boan ma vez meneget an Dao enno, ar pezh a laka da soñjal, hervez lavarenn ar sinaour kembreat Angus Charles Graham (1919-1991) e oa Zhuangzi "un Daoad hep gouzout dezhañ"[9].
  • Daozang ( 道藏 ) "Teñzor an Dao"
Un dastumad skridoù, war-dro 1 400 anezho, a voe kendastumed gant menec'h daoat e deroù ar 5vet kantved GJK, da lavaret eo pelloc'h eget 700 vloaz goude ma voe skrivet an Dao De Jing hag ar Zhuangzi. Ar pal e oa sevel un doare holloueziadur rannet e tri live a-benn stummañ mistri an Daoegezh : stoliadur el live kentañ, lidoù en eil live hag emsoñj el live uhelañ.
N’eo ket an Daozang ken urzhiet ha ma hañval bezañ peogwir eo bet adaozet tro-dro d’an teir rann-se dre ouzhpennañ displegadennoù, diskuliadennoù ha skourroù all.

Skridoù daoad all zo, evel al Lièzi ( 列子 ), “Mestr Lie” (~400 KJK), a zo ur c’hendastumad damheñvel ouzh ar Zhuangzi met pa’z eo an Dao De Jing ur skrid prederouriezhel hag ar Zhuangzi unan barzhoniel ez eo al Lièzi troet war tu pleustrek an Daoegezh.
Koshoc’h a-galz (~240 KJK) eo al Lüshi Chunqiu ( 呂氏春秋 ), “Nevezamzer ha Diskar-amzer [bloazdanevelloù] an aotrou Lü”, anezhañ un dastumad hir eus skridoù liesdoare a-zivout ar politikerezh, an armerzh hag an arzoù.

An Daoegezh evel prederouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa n'eo an Daoegezh nag ur brederouriezh nag ur relijion, hag ur furnez e vije ? Kennebeut, pa'z embann bezañ ur follentez a c'houlenn na emellout gwezh ebet, e doare ebet, e red naturel an Hollved eztaolet dre an Dao – ar c'hontrol rik eus ur furnez, a striv bepred dre he youl hag he foell a-benn jubenniñ, hentañ ha difaziañ ar red-se end-eeun. Enep-krenn ar youl hag ar strivoù eo an Daoegezh[10].
Peogwir e savas an Daoegezh kentidik tamm-ha-tamm enep ar c'hladdalc'helezh, ar Gonfusianegezh, beli ar velestradurezh war buhez an dud, hag a-du gant an natur, an hiniennegezh, an disparti diouzh talvoudegezhioù ha reolennoù ar Stad sinaat e c'haller lavaret ez eo an Daoegezh prederouriezhel un damkan eus ar frankiz a zo par d'an anveliouriezh[11].

  • Dao ( 道 , dào), "hent", "froud", "doare", "hentenn")[4]
Red an Hollved, an nerzh a gas rod naturel an abegoù hag an heuliadoù e kement tra a c’hoarvez – pe get – eo an Dao, a zo distag diouzh an Hollved e-unan. Diabeg eo an Dao, drezañ e-unan ez eus anezhañ ( 自然 , zì rán , "evel m'emañ drezañ e-unan"). Kent yin ha yang ha dreist dezho eo an Dao.
An Hent ha diwezh an Hent eo an Dao : pa voulc'her an hent en em gaver er penn diwezhañ diouzhtu. Derezioù a c'hall bezañ da vont war-du an Hent, evel pa vezer o kleuziañ ur ganol war-du ur stêr, met arabat eo droukveskañ ar ganol hag ar stêr he-unan.
Ne challer ket anavezout an Dao, peogwir emañ distag diouzh pep tra ; mar bije anavezet e vije un tamm eus an hollved, ar pezh n'eo ket. Heñvel, hag evit an hevelep abegoù, ne c'haller ket komz diwar-benn an Dao, rak neuze e c'halljer sevel a-du gantañ pe eneptañ, ar pezh a zo kontrol d'e natur.
Diwir eo an anv Dao e-unan neuze. Dre “Dao” e roer un anv n'eo ket un anv, a-benn envel un dra a zo peurbadel tra ma reer gant forzh pe anv all a-benn envel an holl draoù all en hollved, a zo dibad dre natur.
An Netra ( 无 ,) eo natur an Dao, en enep d'an traoù danvezel ( 宇 , “ti” hag “hollved”). Arabat eo soñjal en nann-boud, kouskoude, pa'z eo an Dao ur goullo leun a c'halloudoù efedus[12] ; ar pennad 11 en Dao De Jing en displeg fraezh :

Tregont bann unanet en ur vendell unel
Ar goullo-se er c'harr a ro an arver anezhañ
Diwar ur voudenn bri e farder ur pod
Ar goullo-se er pod a ro an arver anezhañ
Dorioù ha prenestroù a douller evit un ti
Ar goullo-se en ti a ro an arver anezhañ
Diwar ar c'haout ar splet
Diwar an nann-kaout an arver

Evel-just ez eus eus an hollved, eme an Daoidi pa lavar ar Vouddhaidi n'eus nemet un touell eus pep tra, met un diveradenn ameeun eus an Netra eo. N'eo ket an hollved bet ganet gant an Dao, ar c'hontrol eus an Dao e vije kentoc'h.
Ne c'hall mab-den bezañ emren hag en e frankiz nemet mard em laka en e bezh a-unton gant fiñvoù naturel an hollved evel ma vezont krouet gant an Dao. Aze emañ an Dao gwirion : ar bennaenn hag an hent war-du ar silvidigezh, pa'z eo an Dao evel meizet gant ar Gonfusianed nemet e heuliadoù pleustrek.
  • De ( 德, de), "perzh dibar enboudel"
Dre an De e tiskouez an Dao ar fed ma’z eus anezhañ. Eztaoladur nerzh, galloud, natur hag anterinded an Dao eo an De.
Gouzañvus hag oberiant war an dro eo an De : gouzañvus peogwir ez eus anezhañ hep na vije eus an hollved, peogwir n'eus pal ebet d'an De – un hadenn enni galloud ur blantenn eo an dra tostañ d'an De en hollved ; oberiant eo an De ivez, pa'z eo perzh dibar enboudel kement tra bev en hollved ha dre se ar galloud en deus pep boud da ziarbenniñ en hollved ha da dreuzkas e berzhioù a rummad da rummad.

Ur ster disheñvel zo bet roet d'an De gant ar Gonfusianed, a selle outañ evel dereadegezh ha buhezegezh an den ; evit ar Vouddhaidi ez eo De oberoù vertuzus ha dellidoù an dud. Pell emañ an daou ster-se diouzh talvoudegezh kentañ De en Daoegezh.

  • Wu Wei ( 無爲 , wú wéi), "na ober"
Aesoc’h eo meizañ wu wei pa lavarer wei wu wei, “ober hep ober”, da lavaret eo ober hep bezañ mennet da ober, evel ma ra ur wezenn pa gresk : dre he natur e kresk, eztaoladur he c'halloud diwelus eo ar fed ma kresk, n'eo ket mennet da greskiñ, ne ziviz ket kreskiñ.
Estren da wei wu wei eo ar youl hag an ego. Kontrol da genc'hoari ar yin hag ar yang eo divizout ober un dra bennak a-benn kaout un disoc'h.
  • Pu ( 璞 , ), "jad diaoz"
Pal wu wei eo pu, da lavaret eo bezañ a-unvan gant an Dao. Paouezet eo an den da ober, emañ en ur stad gouzañvus ma vir e c'halloud ha ma tegemer red an Dao hep barn, raksoñjal pe grediñ e tra pe dra. Hervez an daoidi ez eo pu natur wirion spered mab-den, disammet diouzh kement deskadurezh, kement keal a "fall" enep "mat", "direizh" enep "reizh", "divalav" enep "brav" hag all.

Erounezadur : politikerezh hag armerzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a bennaenn bolitikel a gaver en Dao De Jing, petra bennak ma sell an Daoegezh ouzh natur wirion an hollved ha, dre wei wu wei, ouzh an doare d'he adkavout ; tuet int war-du oberiantiz ar renerien hag emelladur ar Stad e buhez ar bobl.
Hervez wei wu wei ez eo arabat d'an dud klask stummañ an hollved hervez o c'hoant, neuze ez eo pouezusoc'h c'hoazh emzalc'h ar renerien er c'heñver-se : mard aje ar briñsed enep al lezennoù a ren war an hollved e tegasjent trubuilh d'ar bobl dre virout outi a zistreiñ d'an Dao. Alese al lavarenn a gaver en Dao De Jing, pennad 65 : "Neb a ren war ur vro dre an efedusted zo ur mallozh evit ar vro-se".
En hevelep pennad e lenner : "En Henamzer ne oa ket tud disi an Dao evit sklêrijenniñ ar bobl, met kentoc'h evit e lakaat da wan a spered ; diaes eo ambroug ur bobl a zo re ouiziek". Kement-se ne dalvez ket e ranker delc'her ar bobl en ur stad izel a-benn he mac'homañ, evel ma oa e soñj al Lezennourien ; er c'hontrol e soñj d'an Daoidi e ranker lezel ar bobl da heuliañ hent ar wei wu wei a-benn tizhout peurvadelezh an Dao.
Gwell eo d'an Daoidi un aridennad broioù bihan ma vev an dud war hent an Dao eget ur Stad vras savet diwar vrezel a rank o mac'homañ a-benn chom bev ha kreskiñ c'hoazh (Dao De Jing, 80). Didalvez eo krouiñ Stadoù bras ha mac'homer, rak abred pe ziwezhat e tistroio an traoù d'ar c'hempouez a oa bet torret peogwir ez eus bet lakaet kresk divent war ar binvioù hag ar peadra war-goust an dud a ra ganto.
Enep ar berniañ madoù a-benn bezañ eürusoc'h e sav an Daoidi peogwir e soñj dezho e kas kement-se d'ar gevezerezh etre an dud, d'ar gasoni ha d'ar brezel bihan pe vras. Peoc'hourien eo an Daoidi dre neptuegezh an Dao.
Da geñver an armerzh e soñj d'an Daoidi e ranker lezel ar c'henderc'hiñ hag ar c'henwerzh dilezenn, rak dre natur an Dao ha c'hoari an De e teujent d'ur c'hempouez a minima. Ne vije an Daoidi evit emellout nemet a-benn mirout a vont re bell ha delc'her ar c'henc'hoari tuet war-du kempouez an Dao.
Perzh ar renerien eo lakaat al levezon reizherez-se e pleustr, hervez an Daoidi, dre ober gant ar wei wu wei a-benn chom hep lakaat re a fiñv e buhez ar bobl, hep terriñ tra pe dra, hep lakaat re a nerzh enni (Dao De Jing, 29) – heñvel a-walc'h ouzh ur c'heginer a chom pell hag a-us an tan hag a laka e arz e pleustr gant skoempted : "renet e vez ur vro vras evel ma poazher pesked bihan" (Dao De Jing, 60)[13].

An Daoegezh evel relijion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne felle ket d'an Daoidi gentañ kaout heulierien ha diskibled, pa ne oant ket evit gouzañv an abostolerezh, dre natur an Dao end-eeun ha pennaenn e bredrourien : na emellout e red an hollved.

Ur patrom eus an hollved zo e kement den a zo. Liammet eo korf an den ouzh ar pemp elfenn, ha drezo ouzh red an Dao en hollved. Neuze e c’hall un den anavezout an hollved dre em anavezout, ha dre se tizhout ar stad pu.
Sikouret e vije dre em zelc’her hervez Tri Zeñzor ( 三寶 , sānbǎo) an Dao : ar vadelezh, an dilontegezh hag an elevezh. War ur skeul vrasoc’h e sav an Daoidi enep ar brezelioù hag ar c’hastiz-lazh, e vevont en doare eeunañ ar gwellañ hag e nac’hont embreger galloud pe c’halloud er vuhez foran.

Diwar relijionoù hen Sina ez eus chomet kalz doueed urzhasaet hervez patrom burevelezh an impalaeriezh. Hanterzoueed zo ivez, a vez azeulet e korn pe gorn all eus Sina.
Lod doueed zo meneget er Zhuangzi ha nebeutoc’h c’hoazh en Dao De Jing, hep na vije gourc’hemennet o azeuliñ. Hervez an Daoidi, an doueed uhelañ eo an Tri Glander (三清 , Sānqīng), anezho Glander ar Jad ( 玉清, Yùqīng) evel aotrou deroù an deroù, Ar Glander Uhelañ ( 上清, Shàngqīng) evel personeladur ar yin hag ar yang, hag Ar Glander Meur (太清, Tàiqīng) evel Lao Zi lakaet da zoue. Gant ar bobl e vez azeulet Impalaer ar Jad ( 玉皇, Yù Huáng pe 玉帝, Yù Dì) evel an hini a ren war an Neñv, an Ifern ha bed an dud.
Disheñvel-bras diouzh ar relijionoù ar C’hornôg eo tuez relijiel an Daoegezh dre ma n’eo ket pal an azeulerien bezañ a-unan gant ur spered peurbadel, gant natur c’hlan orin an hollved ne lavaront ket.

N’eus reizhiad lidoù daoat ebet a c’hallje bezañ heuliet e forzh pe gorn eus ar bed, evel ma vez graet gant ar relijionoù kristen pe vuzulmat da skouer. Pleustradennoù daoat hiniennel a voe troet tamm-ha-tamm e lidoù kevredel dre levezon relijionoù ar werin : lidet e vez an Daoidi nevez hag o c’hammedoù war an Hent, lennet an Dao De Jing dirak ar “feizid”i, aozet kofesadurioù foran.
Daoust ma n’eus gouel daoat kefridiel ebet e c’haller menegiñ Qingming ( 清明, Qīngmíng, “Glander Skedus”), a zo Gouel ar Re Varv e Sina hag a vez dalc’het 104 devezh goude Goursav-goañv (war-dro ar 5 a viz Ebrel). Da neuze e vez alies aberzhet moc’h pe houidi, profet frouezh, devet bilhedoù-moneiz faos a zo brudet da binvidikaat ar re varv er bed all. Lod Sinaiz a chom war yun da vare Qingming, pe a chom hep debriñ kig.

Pleustradurioù hiniennel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ene peurbadus an Daoad

Er c’hontrol da Gonfusius a erbede miridigezh rik al lidoù hengounel e klaske an Daoidi tizhout Pu hag an divarvelezh drezo o-unan, dre arnodennoù liesdoare, abalamour ma’z eo klask an Dao ur pleustradur hiniennel dre natur.
War o c’horf e klaskjont labourat a-benn boueta pennaenn ar vuhez ennañ, alese reolennoù-boued strizh pe strisoc’h em astenn eus debriñ nebeut eus pep tra betek nac’hañ debriñ traoù a zo bet bev (kig ha plant) ha neuze bevañ diwar glec’hiadurioù, drammoù ha gwin – hemañ diwezhañ evit ar re binvidik hepken ; aet eo ar gwin hag ar vezventi da zodenn glasel ar varzhoniezh daoat.
Peogwir e oa skort o boued en abeg d’o dibaboù e klaskas an Daoidi fardañ c’hwistantinoù ha moustradoù dre deknikoù an alkimiezh, diwar aour, arc’hant, plom ha sulfur glizharc’hant dreist-holl. Pa voe ar reol-voued-se pennabeg marv kalz uhelidi hag ur c’hwec’hvet impalaer Tang e troas an Daoidi eus alkimiezh an diavaezh da hini an diabarzh : labourat war , an anal.
Pa glask ar Vouddhaidi analat hir ha don a-benn distagañ o spered diouzh ur c’horf touellus ha dre-se anavezout ene an hollved e klask an Daoidi delc’her war o anal ar pellañ ar gwellañ (apnea) a-benn kas dre e gorf a-bezh, e vagañ hag e gas betek an divarvelezh.
An embregerezh-korf hag ar gourenerezhioù (taiji quan) zo arveret a-benn gweñvaat ar c’horf hag aesaat tremen drezañ.
Gwir o deus an Daoidi da zimeziñ ha da gaout bugale, doujañ a reont d’o zadoù ha d’o diskennidi, hag an darempredoù reizhel a vez lakaet da dalvezout ivez a-benn boueta pennaenn ar vuhez er c’horf dre genc’hoari ar yin (benel) hag ar yang (gourel). Klasket e vez nevesaat ar c’horf dre zelc’her gremm ar sper (coitus interruptus evit ar wazed, meur a waz evit ar merc’hed).
Ar pemp elfenn ha kenc’hoari ar yin hag ar yang o deus kaset an Daoidi da ijinañ ur vezegiezh a-ziforc’h a zo sichenn ar vezegiezh hengounel e Sina a-bezh.

Levezon an Daoegezh er bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peogwir ez eo an Daoegezh ur froud kozh na c’haller na displegañ fraezh na klenkañ e-barzh tiretenn pe diretenn e kendalc’h da vevañ drezi hec’h-unan ha da levezoniñ ar bed a-bezh.
E Sina hag er Reter-Pellañ ha deus an Daoegezh levezonet ar relijionoù, kozh pe nevez, ar prederouriezh, ar politikerezh, al lennegezh, an arzoù, ar vezegiezh, , ar geginerezh, an darempredoù reizhel, al liorzhiñ, ar gourenerezhioù, hag all. Meur a wezh ez eo bet taget ha berzhet, ha bewezh ez eo distroet d’he lec’h gwirion : unan eus gwriziennoù donañ ha pennañ sevenadur ar Reter-Pellañ.
Ken disheñvel eo an Daoegezh diouzh ar brederouriezh evel ma vez meizet er C’hornôg ha ken pouezus eo ar relijion gristen er c’horn-se eus ar bed ma n’en deus bet an Daoegezh nemet ul levezon dister war e sevenadur hag e brederourien – dre skridoù ar sinaourien hepken e c’haller kaout un alberzh eus pinvidigezh an Daoegezh. A-wezhioù e tifoup an Daoegezh er bed kornogel dindan stummoù dic’hortoz a-walc’h : bet he deus bannet ur gouloù dibar war studiadennoù a-zivout ar relijion gristen (labourioù gant Isabelle Robinet pe Claude Larre e Bro-C’hall, da skouer). Ur “relijion” nevez zo bet ganet er bloavezh 2005 er Stadoù-Unanet, anvet Dudeegezh, a embann bezañ an Daoegezh hep he zuezioù mezegiezhel hag usvedoniel – “mont gant red ar vuhez” eo ar bennreolenn anezhi[14]; pa vez ar “relijion” jedi degemeret evel relijion ofisiel gant melestradur ar Stadoù-Unanet[15] a-c’houde berzh ar rummad filmoù Star Wars (“Brezelioù ar Steredenn”) e c’haller gouverkañ ar perzhioù daoad a zo enni pa zielfenner komzoù Yoda diwar-benn “An Nerzh”...

  1. http://www.religionfacts.com/taoism/
  2. CLINE HOROWITZ Maryanne, New Dictionary of the History of Ideas, Scribner, New-York, New-York, USA, 2004, ISBN 978-0-684-31380-1
  3. SCHIPPER Kristopher, Taoïsme, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise, Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, p. 696 (emb. 2002) ISBN 2-226-10092-4
  4. 4,0 ha4,1 http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html
  5. BAFFIE Jean, Croyances et pratiques “religieuses” des Chinois de Thaïlande, en Géographies et cultures, n° 4, L’Harmattan, Paris, 1992, p. 94, ISBN 2-7384-1801-5
  6. KUAH-PEARCE Khun Eng, State, Society an Religious Engineering – Towards a Reformist Buddhism in Singapore, Institute of Southeast Asian Studies (ISEAS), Singapore, 2009, ISBN 978-981-230-865-8 (ISBN 978-981-230-913-6 evit ar stumm .pdf).
  7. Asantet e vez hiziv an deiz ez eo kelc'hiad ar pemp elfenn hervez wu xing an orin d'ar c'hoari "maen-sizailhoù-delienn" a vez anavezet en Europa a-c'houde darempredoù gant Japaniz a ra hifumi ("unan-daou-tri") eus ar c'hoari, alese an anv chifoumi e lod rannoù eus Bro-C'hall.
  8. SCHIPPER Kristofer, op. cit. , p. 697
  9. GRAHAM A. C., Chuang-tzu: The Inner Chapters and other Writings from the Book of Chuang-tzu, Hackett Publishing, London, 1986, 2001, ISBN 0-87220-581-9
  10. GRENIER Jean, L'esprit du Tao, Flammarion, Paris, 1973 & 2010, ISBN 978-2-08-125035-2
  11. DINGO, El elemento anarquista en el taoísmo filosófico ( http://www.celtiberia.net/articulo.asp?id=1851&cadena=Dingo )
  12. SCHIPPER Kristofer, op. cit., p. 696
  13. GRENIER Jean, op. cit., pp. 135-143.
  14. http://dudeism.com/
  15. http://en.wikipedia.org/wiki/Jediism

Dao De Jing, troidigezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur sell kristen war an Dao De Jing
An Dao De Jing e meur a zoare sinaek, ha kement troidigezh a zo bet embannet e yezhoù ar bed.
An Dao De Jing troet gant J. Legge
  • CHENG Wing Fun & COLLET Hervé (troourien),Éloge de l’ivresse – Le tao du vin et ses vertus, Moundarren, Millemont, 2005, ISBN 978-2-907312-20-2

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul lec’hienn gouestlet d’an Daoegezh.
Istor eus skourr Huang Lao an Daoegezh.
Rann ar relijion hag ar brederouriezh e Skol-Veur Cumbria e Carlisle, Bro-Saoz
Kannaddi Republik Pobl Sina er Rouantelezh-Unanet.
Kannati Republik Pobl Sina e Republik Suafrika.
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.