Henri de Toulouse-Lautrec
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv-bihan | Henri, Marie, Raymond |
| Anv-familh | Toulouse-Lautrec, Monfà |
| Titl noblañs | Kont |
| Deiziad ganedigezh | 24 Du 1864 |
| Lec'h ganedigezh | Albi |
| Deiziad ar marv | 9 Gwe 1901 |
| Lec'h ar marv | Château Malromé |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | Kleñved Naplez |
| Lec'h douaridigezh | Verdelais |
| Tad | Alphonse de Toulouse-Lautrec-Monfa |
| Mamm | Adèle Zoë Tapié de Céleyran |
| Pried | talvoud ebet |
| Kompagnun(ez) | Suzanne Valadon |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Tachenn labour | livour, erotic art |
| Bet war ar studi e | Lycée Condorcet |
| Bet studier da | Léon Bonnat, Fernand Cormon |
| Lec'h labour | Pariz |
| Deroù ar prantad labour | 1879 |
| Dibenn ar prantad labour | 1901 |
| Kleñved | dwarfism, osteogenesis imperfecta |
| Perzhiad e | Documenta III |
| Oberenn heverk | At the Moulin Rouge, Le Lit, La Toilette, La Blanchisseuse |
| Diellaouet gant | Departmental archives of Yvelines |
| Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library, National Gallery of Art Library |
| Luskad | Post-impressionism |
| Tachenn | poltred, animal painting, genre painting |
| Levezonet gant | Edgar Degas |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
| Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Henri Marie Raymond de Toulouse-Lautrec-Monfa (Albi, 24 a viz Du 1864 – Sant Andrieu deu Bòi, 9 a viz Gwengolo 1901) a oa livour ha tresour gall. Brudet eo e boltredoù evit bezañ skeudennet kabaredoù ha fouzhlec'hioù Pariz.
Buhez
En ur familh nobl e oa ganet, diouzh o lavar e tiskenjent deus ur familh a-gozh er grennamzer, gant ur c'hont a veze graet Toulouz anezhañ. Kindirvi-kompez oa e dud, kuit m’o defe da rannañ ar glad gant tud all, 'vel ma veze ar c'hiz d'ober. Gant kleñved an eskern e voe krignet eta : ar pyknodysostoz, kleñved genetikel, a c’hellje bezañ deuet diwar kenwadelezh e dud. Bresk-tre e oa e eskern d'an ampoent-se, ha d’an 30 a viz Mae 1878 e strebotas hag e kouezhas war al leur. Askorn ar vorzet, toret, krak, hag abalamour d’e gleñved iskis, e voe pareet hag adingalet fall ar frakturenn. Ha gant-se en doe kudennoù kreskiñ, daleet e voe e greskadurezh hag a-boan ma c'hellas sevel ha mont en tu-hont d’ 1 m 52. E bareañ a voe klasket gant doareoù iskis a-walc'h deus ar c'houlz, ennañ e voe kaset bommoù stroñsadoù tredan hag ouzh pep troad e voe ereeet pezhioù kementadoù Plom. Lodenn greiz e gorf, e zargrez a oa reizh a-walc’h a fed ment, hogen e holl izili a oa chomet berrig-tre, pezh a roe un neuz korrig dezhañ. Tev tev oa ment e vuzelloù hag ur pezh fri. Sonioù “Zézai” a zifluke diouzh e genoù ha gant-se e c'halle c’hoarie e istrogell, er saloñsoù chik, parizian. Da skouer e oa bet skeudennaouet e Trouville-war-ar-mor, en em dreuzwisket e oa bet gant stil ur bugelig kristen seven, ur pezh-mell barv ouzh e dremm : choking, peotramant e oa bet poltredet e-skoaz d’un naer boa, hag a oa da Jane Avril. Emskiant eus an efed jenus engehentet gantañ, e vourre oc'h atahinañ, spered a-dreuz ha diroll dezhañ.
Deskiñ livañ
Deskiñ livañ a reas gant René Princeteau, da c’houde gant Léon Bonnat, ha gant Fernand Cormon betek 1886. Gantañ e voe darempredet a-bep seurt livourien : Vincent van Gogh, Émile Bernard, Louis Anquetin hag Adolphe Albert, ur soudard hag en doa fellet dezhañ bout livour, a voe tost outañ. Livour postimpresionour, skeudennaouer evit an Arz Nevez, maendresour ampart, tresañ a rae doare bevañ torkadoù tud Boheme, bobo parizian deus dibenn an XIXvet kantved. Skeudennaouet en doa evit ar gazetenn sizhuniek fentus, anveet Le Rire. E Montmartre e veve abaoe 1884. Taolenniñ a reas gant e livadurioù buhez kempredel er Moulin-Rouge hag e c’hoarivaoù all. Gantañ e voe livet Aristide Bruant met ivez gisti Paris, e-barzh fouzhlec'hioù a zaremprede stank, ha kaizur eo enno, e voe tapet gantañ kleñved Naplez. Skeudennet en doa Jane Avril, ar ganourez, Yvette Guilbert ha Louise Weber, anveet gwelloc’h dindan al lezanv La Goulue, dañsourez egsantrik, digaset he doa an dañs Kañkañ end-eunn deus bro-Saoz. Dont a rae alies-mat d’an ostaleri : an Tambourin, dalc’het gant ur patron italian Agostina Segatori, hag eo el lec’h-mañ, ma livas poltred brudet Vincent van Gogh.
Marvidigezh
Kavout a reer bez Toulouse-Lautrec e bered Verdelais, un dar vein simpl eo, ur groaz oksitan en he lein. Loñker touet eo bet e vuhez pad, ha boaz ma veze da veskañ Cognac gant e absint pemdeziek, hag e rae fae war doareoù ar c’houlz. Ar c'hiz a oa gantañ kuzhat e veskaj boesoun barzh ur fiolenn moan ha hirig a gustume koach e diabarzh e vazh-bale. Gant e vamm e voe bac’het e-barzh ur bredospital e Neuilly, la folie Saint-James, evit klask bout dizonet diouzh an evaj, ha tallañ ouzh e gudennoù naplezenn, a seize dezhañ e gorf a-bezh. Graet e voe dezhañ an dour-terapienn. Livet e voe gantañ ur poltred brudet eus “e ward”.
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Maxime Dethomas (1896)
-
Au Moulin de la Galette (1889)
-
Femme à sa toilette (1889)
-
Bal au Moulin Rouge (1890)
-
Au moulin rouge (1892)
-
Monsieur Boileau, (1893)
-
Monsieur Louis Pascal (1893)
-
Salon Rue des moulins (1894)
-
An div vignonez (1894)
-
Enselladenn-vezeg (1894)
-
Paotr ar c'houez er fouzhlec'h (1894)
-
Yvette Guilbert o saludiñ an arvesterien (1894)
-
Au Rat Mort (1899)
Skritelloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
'Au cirque Fernando, l'écuyère (1887)
-
Moulin rouge - La Goulue (1891)
-
Moulin rouge - La Goulue (1891)
-
Gabrielle (1891)
-
Aristide Bruant (1892)
-
Au Moulin Rouge (1892)
-
La Goulue oc'h erruout er Moulin rouge (1892)
-
Div vaouez o valsiñ er Moulin rouge (1892)
-
Jane Avril (1893)
-
Jane Avril (1893)
-
Au Salon de la rue des Moulins (1894)
-
May Belfort (1895)
-
La clownesse Cha-U-Kao au Moulin Rouge (1895)
-
La troupe de Mlle Eglantine (1895-1896)
-
Lassitude (Elles) (1896)