Aelia Paetina

Eus Wikipedia
Disambiguation.svg Ur pennad Aelia zo ivez.

Aelia Paetina, pe Paetina (I kantved), a oa eil pried an impalaer Claudius. Merc'h e oa da Sextus Aelius Catus, a oa konsul er bloaz 4. N'ouzer ket piv e oa he mamm. Mervel a reas he zad pa oa yaouank ha savet e voe gant Lucius Seius Strabo, a oa kar dezhi, hag a oa tad Aelius Sejanus.