Agrippina ar Yaouankañ

Eus Wikipedia
Pennzelwenn marmor da Agrippina ar Yaouankañ, kavet en Emerita Augusta (hiziv Merida, en Extremadura), eil hanterenn ar Iañ kantved goude JK.
Delwenn da Agripppina kavet en Orante en 1885

Julia Agrippina, pe Agrippina minor, pe Agrippina ar Yaouankañ, ganet d'ar 6 a viz Du 15[1] en Ara Ubiorum ha lazhet en he c'henkiz e-kichen Baiae (Baia hiziv) war urzh he mab Neron entre an 19 hag an 23 a viz Meurzh 59, a oa merc'h d'ar jeneral roman Germanicus ha d'e bried Agrippina an Henañ (Agrippina maior), c'hoar d'an impalaer roman Caligula, a renas eus 37 betek 41, pevare pried an impalaer Claudius a renas eus 41 da 54, ha mamm Neron, impalaer eus 54 da 68.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He gouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He zad a oa jeneral en Germania inferior. Merc'h-vihan e oa da zaou jeneral a vrezelias ivez e Germania: Marcus Vipsanius Agrippa (pe Agrippa) ha da Nero Claudius Drusus (pe Drusus ). Diskennadez e oa d'an impalaer Augustus, a renas eus 27 kent JK a-raok JK betek 14 goude JK, gournizez ha merc'h-vihan adverc'het Tiberius, impalaer eus 14 da 37.

He bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Germania. Pa oa marvet Augustus e 14 ez eas he mamm da repuiñ pellik diouzh arme he gwaz gant he zri bugel, da Drier, gant aon rak an emsavadegoù a c'halle c'hoarvezout goude embann Tiberius da impalaer nevez: suroc'h e oa an traoù a bro an d-Trevired. Koulskoude e kreder eo en Ara Ubiorum, a zeuy da vout Köln, an hini e voe ganet, rak en 50, dindan an impalaer Claudius, he fried, e vo anvet Colonia Claudia Ara Agrippinensium, skrivet CCAA en enor da Glaudius ha diwar intrudu Agrippina, ma veze graet Agrippinenses eus an annezidi[2]. Er bloaz 17 e voe galvet Germanicus da Roma ma voe aozet e drec'hlid d'ar 26 a viz Mae. Hervez an istorour Tacitus, Bravaet e oa an arvest [arvest an trec'hlid] gant kened Germanicus hag e garr, ha warnañ e bemp bugel[3]. Karget e voe Germanicus d'ober un enselladenn er Reter, moarvat evit e bellaat diouzh e armeoù, hag abalamour da warizi hag aon Tiberius. Chomet e oa Agrippine e Roma e keit-se. En Antioc'heia e varvas Germanicus e miz Here 19, kontammet, a greder, war urzh Tiberius. Diwar neuze e voe hejet-dihejet Agrippina an Henañ hag he bugale entre gwarizioù personel hag aferioù ar stad. Da vare irienn Sejanus e voe difennet, gant Tiberius, ouzh intañvez Germanicus addimeziñ. Goude marv Drusus, mab Tiberius, e washaas imor an impalaer, ha gwazh a se e voe da vugale Germanicus : bac'het e voe an daou henañ Nero Iulius Caesar ha Drusus Iulius Caesar, ha harluet o mamm Agrippina an Henañ. O-zri o devoe ur marv euzhus hep adkavout o frankiz.

En 28 e oa Agrippina ar Yaouankañ en he 13 pe 14 vloaz, ha dimeziñ a reas da Cneius Domitius Ahenobarbus, pried dibabet dezhi gant Tiberius :

Tiberius koulskoude, goude reiñ, ha hi aze, e verc'h-vihan Agrippina, merc'h da Germanicus, da g-Cn. Domitius, a c'hourc'hemennas ma vije lidet an eured e Kêr (Roma). Gant Domitius en devoa dibabet, ouzhpenn ur ouenn gozh, ur gwad tost da hini ar g-Caesared; rak gallout a rae fougeal e oa gourvab da Octavia, ha drezi, Augustus evel goureontr[4].

En 32 e voe dilennet Cneius Domitius Ahenobarbus da fonsul.

Mamm Neron[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Antium d'ar 15 a viz Kerzu 37, da c'houloù-deiz,[5], e wilioudas Agrippina, hag e c'hanas ur mab, Lucius Domitius Ahenobarbus, a vo anavezet evel Neron. N'he doe bugel all ebet.
Hervez an istorourien roman e kouske Caligula gant e deir c'hoar, ha ne oa ket nec'het ouzh o reiñ d'e vignoned katamit. E deroù e ren e veze enoret c'hoarezed an impalaer el lez met en 39 e voe tamallet dezho bout avoultr hag irienniñ gant Marcus Aemilius Lepidus. Kondaonet e voe Agrippina hag he c'hoar Julia Livilla d'an harlu d'an inizi (Îles Pontines), ken na voe anvet Claudius da impalaer en 41.

War urzh Claudius, e tistroas Agrippina ha Livilla da Roma. Met tamallet e voe dezhi bout serc'h da Seneca ha harluet adarre Goude marv he fried kentañ ec'h addimezas Agrippina da g-Caius Sallustius Crispus Passienus, un den pinvidik-mor hag a voe konsul div wech. En 47 e varvas-eñ, ma voe brud e oa bet kontammet gant Agrippina.

Pa varvas Messalina en 48, e fellas da g-Claudius addimeziñ, ha meur a zanvez-pried a voe kinniget dezhañ: Ælia Pætina, a oa harpet gant Narcisse, Lollia Paulina harpet gant Calliste hag Agrippina skoazellet gant Pallas. Gant Agrippina ez eas ar maout, pe an impalaer, ha kuzh e voe o darempred da gentañ abalamour ma oa aon e vefe kaoz eus gwadorged, rak eontr da Agrippina e oa Claudius. Ofisielaet e voe an dimeziñ e 49 dre widre. Vitellius a lakaas Sened Roma da votiñ ur mennad a embanne e oa ret d'an impalaer addimeziñ[6]. Kenkent e hastas Claudius ober hervez c'hoant ar Sened hag ar bobl. Met gourc'hemenn a reas ivez ober aberzhoù abalamour da zistreiñ konnar an doueoù da-heul ar gwadorged, (« pezh a reas d'an holl c'hoarzhin  », a skriv Tacitus).

Agrippina a c'houlennas ma teuje en-dro Seneca, bet kelenner da Neron, eus e harlu, ha plegañ a reas Claudius d'he c'hoant. Dont a reas-hi a-benn da zimeziñ he mab da g-Claudia Octavia, merc'h he gwaz. En 53 e voe lidet an eured, met ne voe ket kaset da benn-vat.

Dre he levezon war an impalaer hag hec'h itrikoù e teuas Agrippina a-benn da bellaat he c'hvezerezed, ar re goshañ (Lollia Paulina, Domitia Lepida) evel ar re nevesañ (Calpurnia), ma c'hallas teurel he c'hrabanoù war madoù un toullad pinvideien (Statilius Taurus).

Goude e voe serc'h d'un den disklavet, Pallas, a oa pinvidik-mor ha kuzulier gant Claudius.

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E nevezamzer ar bloaz 59 e tivizas Neron he lazhañ hag aozañ an traoù da reiñ da grediñ e vije ur peñse. Kazeg a reas gant e dro, ma rankas reiñ urzh d'e warded mont d'he c'hlezeata.

D'an ofiser deuet d'he lazhañ he dije lavaret Ventrem feri[7]« Sko em c'hof. ».

==

Gwezenn gerentiezh ==

Patrom:Boîte déroulante

Kerentiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Agrippina ar Yaouankañ a oa anezhi

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Miriam T. Griffith, Néron ou la fin d’une dynastie, Infolio, p. 20
  2. Dictionnaire Gaffiot
  3. Patrom:TacAnn, II, 41-3.
  4. Tacitus, IV, 75.
  5. Suetonius, Neron, VI. Anthony Barret (op. cit. pajenn 234) fait une intéressantes comparaison des sources relatives à la naissance de Néron, qui pour la plupart confirment la date de Suétone.
  6. Tacitus, XII, 5-7.
  7. Tacitus, XIV, 8.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.