Mont d’an endalc’had

Gnaeus Domitius Ahenobarbus

Eus Wikipedia
Gnaeus Domitius Ahenobarbus
Gnaeus Domitius Ahenobarbus
Bruskdelwenn Gnaeus Domitius Ahenobarbus
Reuz
Koñsul e 32
Buhez
Ganedigezh -17 pe -2, Roma
Marv Miz Kerzu 40, Pyrgi
Maread Henroma
Labourerezh Politikour, Soudard
Tad Lucius Domitius Ahenobarbus
Mamm Antonia Major
Breurzed Domitia
Domitia Lepida
Lucius Domitius Ahenobarbus
Gwreg Agrippina ar Yaouankañ
Mab Neron

Gnaeus Domitius Ahenobarbus (war-dro ar bloaz 17, pe 2 kent JK – miz Genver 41) a oa un den eus an tiegezh uhel Julia-Claudia, e Henroma. Mab e oa da Antonia Major (merc’h Octavia Minor, a oa c’hoar d'an impalaer Augustus, ha d'hec’h eil pried Marcus Antonius). Dimeziñ a reas da Agrippina ar Yaouankañ ha tad e oa d’an impalaer Neron.

N’eo ket anavezet mat deiziad ganedigezh Domitius. Krediñ a reer e oa ganet e 17 kt. J.-K pe 2 kt. J.-K. Div c’hoar en doa d’an nebeutañ, Domitia ha Domitia Lepida, ha marteze ur breur ivez, anvet Lucius Domitius Ahenobarbus, hag a vez mesket gantañ buhez Gnaeus Domitius er skridoù kozh.

En ur zeskrivañ anezhañ e-giz « un den kasaus a-bezh », Suetonius a gont tammoù eus e vuhez : lazhet en deus unan eus e sklavourien frank peogwir n’en doa ket evet a-walc'h war a soñje. Tremen a reas ivez gant e garr war ur bugel, en ur gêr eus ar Via Appia. Ha pa oa pretor, laerezh a reas ar gwenneien klaoustreet. Ur mell merc’hetaer e oa ouzhpenn. An impalaer Tiberius en doa e gondaonet diwar e dreitouraj, e avoultriezh hag e insest gant e c’hoar, met salvet eo bet a-drugarez da bignerezh Caligula.

Koñsul eo bet er bloaz 32, ha lakaet da gomiser e 37 gant Tiberius. E vab Lucius Domitius Ahenobarbus, hag a deuas da vezañ an impalaer Neron, a zo ganet d’ar 15 a viz Kerzu 37. Hervez Suetonius, pa oa bet gourc’hemennet evit ganedigezh e vab gant e vignoned, lavaret en deus e vefe kasaus ha dañjerus pep hini eus ar vugale ganet anezhañ hag Agrippina , ar pezh a droas gwir e-kerzh eil hanterenn renad Neron ; ha pa spazhas Neron ur paotr anvet Sporus evit e zimeziñ e-giz ur wreg, Suetonius a venegas un den all en doa klevet, hag en doa lavaret anezhañ e vefe bet kalz gwelloc’h ar bed m’en dije dimezet tad Neron un den heñveloc’h ouzh Sporus.

Mervel a reas e Pyrgi, e miz Genver 41. Hervez bolontez Domitius, hêrezhiñ a reas Neron un drederenn eus madoù e dad, met Caligula, meneget ivez en testamant, a gemeras hêrezh Neron evitañ e-unan. Pa deuas Glaoda da impalaer, e voe adkemeret gant Neron.