Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Glaoda Iañ

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Penaos e c'haller mont eus Claudius (e anv latin gwir) da Glaoda (un anv brezhonek testeniekaet?) Penaos e c'haller lakaat Kaligula un anv a zo Caligula e latin? Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 17:01 (UTC)[respont]

A-du e savan adarre gant B-B war an dachenn resis-mañ rak ne welan abeg ebet e gwirionez evit brezhonekaat anvioù divoutin latin (estreget e degouezhioù resis evel-just m'eo bet tizhet un emglev disheñvel, da skouer doare envel ar pennadoù o tennañ d'ar bibien). Un dave eo geriadur Roparz Hemon, met n'hall ket talvezout da Vibl atav d'am soñj. Un ali personel eo hemañ n'eo ken. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2008 da 17:10 (UTC)[respont]
  • Amzer zo, n'eus nemet prederiañ un tamm.
  • Setu pezh a welan: Claudius, lakaet Claude e galleg. Ha Claude lakaet Klaoda. Ha se a ra un anakronism yezhel din-me.
  • Klaoda pe Glaoda evel anv-badez brezhonek a zo testeniekaet, met laoskomp Claudius, Lucius, ha nouspet all, ha na zistresomp ket an anvioù latin a zo peadra an istor.
  • Pa gaver Glaoda e geriadur RH, n'eo ket resisaet ez eus kaoz eus un impalaer roman. N'eo ket heñvel treiñ an anv latin Claudius, hag an anv gallek Claude. N'eo ket peogwir n'eus nemet un anv gallek evit an daou eo ret ober evel e galleg.
  • En un tu Mikerinos ha Keops lakaet da n'ouzon ket petra (n'on ket desket war an danvez, n'anavezan ket o anvioù all) en anv ar wirionez yezhel (spi am eus) , hag en tu all Klaoda. Goulenn: betek peseurt bloaz e talv ar wirionez yezhel? Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 17:26 (UTC)[respont]
Ur c'hendiviz reolata a zo bet war anvioù an impalaerien roman. Lenn ar reolenn 3 amañ hag ar vot amañ. Benoni (Kaozeadenn) 14 Gen 2008 da 17:47 (UTC)[respont]
Ha peseurt vot evit Keops?Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 18:03 (UTC)[respont]
Lenn mat Wikipedia:pajenn gaozeal: 'Derc'hel d'an tem': Ar bajenn gaozeal stag ouzh ur pennad a zo graet evit komz eus ar pennad, ha n'eo ket eus traoù all, re bell diouzh ar gaoz, nag evit flapañ na klakennat. Gwellaat ar pennad eo ar pal da dizhout, netra ken. Ma'z eo ur poent hollek a fell deoc'h sevel, kit d'an davarn. Ur gaozeadenn re hollek pe hep liamm gant ar pennad a c'hell bezañ kaset d'al lec'h dereat gant ur merour pe un implijer all, gant ma lavarint fraezh petra o deus graet. Benoni (Kaozeadenn) 14 Gen 2008 da 18:11 (UTC)[respont]
  1. Adlenn mat: vot ez frazenn (kentañ meneg), vot em hini. Talvoudus e vez keñveriañ a-wechoù.
  2. Ar vot ne responte ket (evel-just) d'ar goulenn a raen uheloc'h na d'ar re-mañ : Piv a zibab ? En anv petra? Ar reolenn 1 pe ar reolenn 3? Piv a zibab reolenn an deiz?
  3. Ha gallout a rafemp kaozeal sioul eus istor hag anvioù latin, danvez skiantel hag holloueziadurel, ha leuskel aferioù vot 5 munut? Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 18:39 (UTC)[respont]
Bewezh ma na dennont ket da garfoù disheñvel, peurliesañ e klasker lakaat da dalvezout ar reolenn gentañ da gentañ ha neuze, ma n'eus ket tu d'hen ober, e klasker lakaat e pleustr an eil reolenn da c'houde...
N'eo ket ret leuskel tem disoc'h ar votadegoù na 5 munut na dek - ret eo doujañ oute ha mat pell 'zo. Met:
Kemmet e c'hell bezañ disoc'h ur votadeg evel-just - n'eus ket nemet sevel ur votadeg nevez (pep kenlabourer/ez a c'hell hen ober) ha neuze gortoz an disoc'h. Keit ha ne deu ket un disoc'h nevez war wel dre votadeg e vo laket da dalvezout disoc'h ar votadeg gent.
Evit a sell ouzh stumm an anvioù divoutin latin e vefen techet d'ober gant ar stumm orin atav hag evel-hen e kavfen gwell ober seul wezh ma n'eo ket bet tizhet un diviz (dre votadeg pe dre genemglev) disheñvel war un dachnn resis.
Ret eo sklaeraat, neozah, pe stumm resis implijout pa sav kudenn ar brezhonekaat ha diwar-benn an afer-se e c'heller kaozeal en ur doujañ war un dro d'ar c'hendiviz bet tizhet diwar-benn an dachenn-mañ.
Da gaozeal neuze ha da gavout un emglev dre kinnig arguzennoù poellek a bep seurt evel boaz (istorel, yezhoniel, dre furchal el levrioù hag er geriadurioù...) diwar-benn an daore resis da vrezhonekaat an anv latin resis-mañ. Tan de'i tudoù.
Neal (Kaozeal) 14 Gen 2008 da 19:01 (UTC)[respont]
Ne gomprenan netra. Wikipedia:pajenn gaozeal  : Emzalc'hioù mat: Skrivañ berr ha skrivañ sklaer: Ma'z eo re hir ho skrid, hiroc'h eget 100 ger, berrait mar plij.
Ma n'eo ket arguzennoù istorel am eus roet n'ouzon ket petra oa.
Sklaer eo ez eo ar reolenn 1 a dalv amañ. Evit lakaat ar reolenn 3 e vije ret gwelout arguzennoù fetis. N'eus ket mall. Met hepto n'haller nemet distreién d'ar stumm istorel reizh nemetañ. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 21:31 (UTC)[respont]
Ma yafes war bajenn ar vot e wellfes mat ha Neal ha me a zo evit ma vefe dalc'het d'ar furm latin (Claudius eta), met ali ar muiañ niver (ha da hini) a zo aet war un tu all. Hag evel merour e lakaan e pleustr an divizoù kemeret a stroll ha pas ma ali personel. Setu: ma zo ur furm testeniekaet stank e brezhoneg e vo lakaet ar furm-se, mod all e vo lakaet Claudius. Ma na vez kaset prouenn ebet gant den ebet ez eus ur furm testenniekaet stank e brezhoneg e vo adanvet ar pennad "Claudius" ganin. Benoni (Kaozeadenn) 14 Gen 2008 da 22:11 (UTC)[respont]
Nag a amzer gollet peogwir ne oas ket bet gouest da lavarout kement-se adal ar penn kentañ! Ma! Gwelloc'h ur banne furnezh diwezhat eget takenn ebet.
Furoc'h e vije bet ma vije bet graet kemend-all gant Lucius Iañ e-lec'h ijinañ Lukius Iañ, na kig na pesked, ha n'eus bet degaset prouenn ebet e vije bet testeniekaet aliesoc'h eget Lusius Iañ, ijinet o-daou penn-da-benn 'm eus aon. Bianchi-Bihan 14 Gen 2008 da 22:30 (UTC)[respont]

Troidigezh e brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]

Mar plij, evit displegan un testeni latin, hag n'am eus nemet e galleg :


Caratacos et sa famille sont donc capturés et envoyés prisonniers à Rome, où ils sont présentés au triomphe de Claude.

Mais contrairement aux autres prisonniers qui baissent la tête et qui s'humilient devant les vainqueurs, Caratacos s'adresse directement à Claude en ces termes dignes d'un grand roi et d'un héros :

" Si ma modération dans la prospérité eût égalé ma naissance et ma fortune, c'est en ami que je serais venu en cette ville plutôt qu'en prisonnier; et toi même tu n'aurais pas dédaigné de conclure un traité de paix avec un homme issu d'illustres aïeux et souverain de plusieurs nations. Mon sort présent, pour moi dégradant, est glorieux pour toi. J'ai eu des chevaux, des soldats, des armes, des richesses : est-il surprenant que je les aie perdus malgré moi ? Si vous, vous voulez commander à tous, est-ce une raison pour que tous acceptent la servitude ? Que je me fusse livré sans combat, ni ma fortune ni ta gloire n'auraient eu d'éclat et mon supplice serait bientôt oublié. Mais si tu me laisses la vie, je serai une preuve éternelle de ta clémence". (Tacite. Annales. 12. XXXVII.)

               L'empereur Claude, ne sachant que répliquer à cette vérité fondamentale, fait remettre Caratacos et les siens en liberté, mais assignés à résidence en Italie. Pour ceux-ci, la guerre est finie. Elle aura tout de même duré huit ans (depuis la bataille de la Medway, en 43).

Da lakaat war lec'h brezel enep ar Silured ha Caratacos.

Mersi bras--Dreist an Amzer 2 Gwe 2017 da 15:37 (UTC)