Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud
Neuz
|
|
- Reolenn 1: Ret eo derc'hel da furm orin an anv, nemet pa vez ur furm testeniekaet stank e brezhoneg, da skouer: Fernão de Magalhães, Mícheál Ó Coileáin, Martin Heidegger , hag all, met Kristol Goulm
- Reolenn 2: Evit ar pennadoù a denn d'ar roueed, duged ha tierned, e vo implijet ar furm-mañ pa vo ezhomm digejañ etre meur a diern dezho an hevelep anv: Loeiz XIV (Bro-C'hall) / Frañsez II (Breizh)
- Reolenn 3: Brezhonekaet e vo anv an impalaerien roman pa vez ur furm testeniekaet stank, ha mod-all e vo doujet d'ar furm latin: Vespasian met Decius, hag all
- Reolenn 4: Na vo ket lakaet ar meneg "sant" e titl ar pennadoù diwar-benn tud anavezet evel sant en un iliz bennak, nemet pa vez ezhomm evit digejañ, da lavaret eo etre kromelloù, a-dreñv an anv: sk. Erwan Helouri, Domingo de Guzmán; met Tugdual (sant), Brieg (sant)
- Reolenn 5: Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Serj, hag all.
- Reolenn 6: Ar pennadoù a vo lakaet atav dindan titl ar reizhskrivadur a-orin (o toujañ d'ar sinoù diakritek, lizherennoù ispisial, hag all), gant adkasoù diwar ar furmoù boas all.