Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'on ket sur o dije votet an dud evit an holl skouerioù roet er bajenn, dreist-holl evit ar re nevez lakaet gant Benoni, hag a zegas un dislavar bennak.

  • Hervez ar reolenn 1 eo ret derc'hel da furm orin an anv
  • A-gevret gant ar reolenn 4 e plant deomp skouer Dominig Guzmán : din da c'houzout
    • ne oa ket ar skouer-se kinniget d'ar vot,
    • ne oa ket Dominig (un anv brezhonek) Guzmán e anv: Domingo de Guzmán e oa, ha krouet eo bet ar pennad ganin e miz Eost diwezhañ.
  • Hervez ar pezh a lar db ar reolenn 5 e vije bet votet evit brezhonekaat: meur a zoare brezhonekaat zo, ha ret e vije gouzout pehini;
    • Hervezañ e vije bet votet evit Serj: kement-se neuze n'eo ket ur brezhonekadur, met ur gallekadur, sklaer evel lagad an naer, ma'z eus ur ster d'ar gerioù: evit an doare brezhonekaat-se eo ez eus bet votet?
    • Ma ya Pius da b-Pi, e rankfe Sergius mont da Sergi.
    • Ma ya Gregorius da c'h-Gregor e rankfe bout Serg.
      • Anat eo n'eus ket da lakaat "g" da vont da "j" (pe neuze vo ret dibab ivez lakaat "k" da vont da "ch", pe da "s", met aze emaomp e park an emdroadurioù latin, hag ar saout brezhonek ne zebront ket eus ar foenn-se).
    • Setu perak e kavan kalz furoc'h mirout Sergius,
    • hag ober hervez ar reolenn 1 amañ.~

Bianchi-Bihan 25 Her 2007 da 01:35 (UTC)[respont]

N'am eus cheñchet netra keñver ar pezh a zo bet votet. Sellet amañ.

Mat eo din Domingo de Guzmán avat, met dibaoe tost da daou viz emañ ar furm Dominig Guzmán war ar bajenn, ha votet t'eus evit ar furm-se. Met lakaomp e pleustr ar reolenn 1. Evit Serj avat, n'on ket a-du: Serj a zo un anv brezhoneg, ha pa vije a orin gallek. Sergi ha Serg n'int ket. Met bon, ur vot sklaer a zo bet graet war ar bibien, hag a vo lakaet e pleustr bremañ... Benoni (Kaozeadenn) 25 Her 2007 da 09:08 (UTC)[respont]

Vot ha skiant

[kemmañ ar vammenn]
  • Gouzout a ran em eus votet evit Domingo de Guzmán gant ma fenn ha ma zamm labour, ha n'eo ket gant ma zreid, abaoe an deiz ma'm eus savet ar pennad.
  • D'am soñj n'eo ket sklaer ar vot war stumm an anvioù tamm ebet.
  • Te 'fell dit e vije ar vot a-du gant da soñj, ha setu perak e oa lakaet ar skouer-se (hag un nebeud re all) e-barzh ar pakad.
  • Ha pa venegez em eus votet evit Dominig Guzmán eo anat din e oa c'hoant, adalek neuze, da lakaat an dud da lonkañ skouerioù rakdibabet espes-kaer.
  • Gouzout a raen dija, pa oa aozet ar vot, gant piv e vije divizet ar stumm mat nemetañ, ken sklaer e oa, pa ne ger ebet diwar-benn an dra-se.
  • Pa gavan diskiant un dibab yezh e lavaran, vot pe get, merour pe get.
  • Ma vije gwellaet ar yezh gant ur vot, evel gant ur bennozh pab pe ur burzhud santel, ne vije ket kavet fazioù kemmadurioù e skridoù zo.

Met n'em eus feiz ebet e skiant yezhel ar mouezhiadegoù, ha ne gredan ket e teuio sklerijenn ar Spered Santel war gardinaled wikipedia, ar re nemeto aotreet da envel ar bibi+n evel a ouzer. Mont a rin neuze da envel aparatchiki ar Soviedoù kozh. Bianchi-Bihan 25 Her 2007 da 18:00 (UTC)[respont]