Lucius Iañ
Lucius Iañ Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
Ganedigezh | Roma, Impalaeriezh roman |
Dilennet da bab | 25 a viz Even 253 |
Dibenn e baboni | 5 a viz Meurzh 254 |
En e raok | Korneli |
War e lerc'h | Stefan Iañ |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Lucius Iañ a oa an eil warn-ugent eus pibien an Iliz katolik roman e Roma, eus 253 da 254, ha lakaet eo bet da sant. Dilennet e oa bet war-lerc'h marv Cornelius, met harzet e voe tost kenkent war urzh an impalaer Trebonianus Gallus ha kaset d'an harlu. Koulskoude, pa voe muntret an impalaer e tistroas da Roma abalamour ma ne oa ket brudet an impalaer nevez Valerianus da vezañ ken enebet ouzh ar gristenien.
Ne oa ket savet enep distro ar reneaded o devoa gouzañvet heskinerezh an impalaer roman Decius d'an Iliz. Kement-se a voe tamallet outañ gant an novatiens, ma rankas Cyprianus Kartada sevel e vouezh d'e zifenn.
Lucius a varvas en 254. Beziet eo e kev ar bibien e kev-beziañ Sant-Kalist.
D'ar 4 a viz Meurzh eo e vez goueliet.
En e raok Cornelius |
Lucius Iañ |
War e lerc'h Stefan Iañ |